an Amzer da dont

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Sandoz et Fischbacher, 1880
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Nous avons laissé le titre original, mais il va de soi que la forme correcte est « an Amzer da zont ».
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Me na ran van hag eñ ’vo bras, 
Na ran van hag eñ ’vo bihan, 
War an daol ouzh ar bara poazh 
Bihan pe vras me na ran van. 

Da guzh-heol pe da darzh-an-deiz, 
An avel ’yud a-dreñv da’m zi, 
Gant pep amzer, e pep mare, 
Laouen me na vin gwelet mui. 

Ma klevan komz ’kichen ma dor, 
Komz pe c’hoarzhin pe gizioù all, 
Nemet pa ganer me ’digor 
En eñvor ’meus kanet gwechall. 

Gwechall ’barzh ur rouantelezh 
Den joaüsoc’h n’ho pije ka’t* ;    [kavout] 
Bremañ eo mut ma c’halon gaezh 
’Vel roñsed skuizh d’o skourjezat. 

Hogen n’on ket c’hoazh tost d’ar gêr, 
Ha deut eo an noz tro-war-dro ; 
Ar gêr ’ray ’vidon ar c’hleuzier 
N’eo ket toullet c’hoazh ’barzh ma bro. 

Hag ar steredennoù kuzhet 
En oabl ken du hag an ifern, 
Evel ar gouloù ’ve mouget 
Goude bet lâret an ofer’n. 

Alies a gan em ene 
Heklev an amzer dremenet, 
Hag evel ar c’hlaz ’son goude, 
Siwazh ! an amzer da donet. 

’Wechoù ’fell ganin un huñvre 
’Neus ma heuliet betek Bro-Chall : 
En huñvre-se ma kredfen-me 
Ha mar padfe betek ’r bed all ! 

Ar vuhez pe ve hir pe berr, 
Du-hont ’afen hep soñj ebet ; 
’Vel ar pesketaer dre ur stêr 
Hep gouzout ’a war-draoñ bepred. 

Gant ma vo hi ouzh ma gortoz 
Youl ma Doue ra vezo graet ! 
’Benn ’vin ganti er baradoz, 
Pell ’vo ma spered ’m bo kollet.