Kenavo !

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Morlaix, J. Haslé – Paris, L. Hachette – Nantes, V. Forest et E. Grimaud, 1865
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    da’m mignon ha kenderv,
        P. Al Luyer, kabiten e Gward an Impalaer

Kenavo, Mari, ma dousig,
Kenavo, me ’ya bremaik
Du-hont, dindan ar mogeroù,
Da vervel, o tifenn ma bro !

A bep tu ’tenn ar c’hanolioù,
A bep tu ’son an trompilhoù,
Ret eo monet a galon vat,
Hag hep aon, ’vel ur gwir Vreizhad !

Me ’yey gant ur galon laouen,
Er renk kentañ, uhel ma fenn ;
Me ’varvo hep keuz, ’vit Doue,
’Vit ma bro ha ’vit ma Roue.

Kimiad, kimiad evit ar bed,
’Lec’h la dleomp ken ’n em welet,
Ni ’n em gavo en Neñv un deiz,
Gant holl soudarded vat ar feiz.

Ar bouledoù a-us da’m fenn,
En aer, a c’hwistell o tremen,
Holl ’mañ en tan ar mogeroù,
A bep tu ’welan re varv.

Setu, setu deiz an eured !
Ma gwad-me eo gwin ruz ar pred,
Hag ar c’halon hag ar c’hleron,
E-lec’h ar binioù, a son !

Deus ’ta, deus ’ta, ma c’halonig,
Ma tremenin war da vizig
Ar walenn a briedelezh
Kaeroc’h ’vit hini Rouanez.

Kimiad c’hoazh, kimiad ’vit ar bed,
Bez koun eus da soudard bepred,
Marvet ’vit e vro hag e feiz,
’Vel pep bugel mat eus a Vreizh !