Kanaouenn ar c’havell
- ur Ger a-raok
- Breizh-Izel
- Klemmgan Brizeug
- Mona
- Gwreg ar cheminod
- Kanaouenn ar c’havell
- Pedenn ar mederien eus ar mintin
- Soazig
- Tina, merc’h ar miliner
- Distro an nevez-amzer
- an Itron Varia Sant Kare
- Mervel zo ret
- an Abardaez en un tiegezh, en hañv
- ur Son kloareg
- Eus holl vroioù ar bed
- War ar maez
- Ivona Kerizel
- ar Prad falc’het
- Kerez Sant Per
- un Amzer a zo bet
- Fañchig ha Janig
- ar Mederien
- Son
- Janedig koant
- Kenavo !
- Marc’harid an nezerez
- Yezh kozh hon zadoù
Kousk aze, ma mabig bihan
— Aelig gwenn, gant e vlev melen*, [melon]
Kousk aze e kornig an tan,
Aet eo da dad da Lannuon
— Kousk aze, ma mabig bihan.
Kousk aze buan, ma c’halon
— Evit prenañ dit un oanig,
Da dad zo aet da Lannuon,
Un oanig gwenn hag un eostig
— Kousk aze buan, ma c’halon.
Kousk aze ’n ez lienoù gwenn
— Hag a weli, dre da huñvre,
Oanigoù an neñv ’us da benn
O peuriñ ’barzh ar glizh-beure
— Kousk aze ’n ez lienoù gwenn.
Kousk aze, ma laouenanig
— An oanigoù ez ar stered*, [Les petits agneaux sont les étoiles e galleg]
E pradoù an neñv ken koantik,
O redek, o c’hoari bepred
— Kousk aze, ma laouenanig.
Kousk aze, aelig blev melen
— Al loar ez eo* ar mesaer [a zo ?]
Eus ar bleizi ’vit o difenn :
Sell, mabig, pebezh da brad kaer !
— Kousk aze, aelig blev melen !
Kousk aze, roue e vammig !
— Me ’breno dit un oan bihan,
’N e c’houzoug ur grizilhonig,
Ur grizilhon arc’hant gantañ
— Kousk aze, roue e vammig !
Kousk aze prim, ma zurzhunell
— Met mar begia ma oanig ’vat*, [da vat ?]
’Teuio d’her kerc’hout d’e gavell
Ur bleiz du ha drouk eus ar c’hoad
— Kousk aze prim, ma zurzhunell.
Kousk aze, kousk, ma rozennig
— Kerzh kuit, bleiz du, retorn d’ar c’hoad,
Rak n’az po ket ma c’halonig,
Ma mab bihan, glas e lagad
— Kousk aze, kousk, ma rozennig.
Kousk aze, ma mabig bihan,
Koantoc’h kalz ’vit mab ur roue,
Kousk, ma oanig gwenn, kousk buan ;
Evel e baradoz Doue,
Kousk aze, ma mabig bihan !