Distro an nevez-amzer
- ur Ger a-raok
- Breizh-Izel
- Klemmgan Brizeug
- Mona
- Gwreg ar cheminod
- Kanaouenn ar c’havell
- Pedenn ar mederien eus ar mintin
- Soazig
- Tina, merc’h ar miliner
- Distro an nevez-amzer
- an Itron Varia Sant Kare
- Mervel zo ret
- an Abardaez en un tiegezh, en hañv
- ur Son kloareg
- Eus holl vroioù ar bed
- War ar maez
- Ivona Kerizel
- ar Prad falc’het
- Kerez Sant Per
- un Amzer a zo bet
- Fañchig ha Janig
- ar Mederien
- Son
- Janedig koant
- Kenavo !
- Marc’harid an nezerez
- Yezh kozh hon zadoù
da varzh an Aviel
Y.-G. an Herry
Ar mintin-mañ, ’vel ma savis,
Un heol ken laouen a welis !
— Ha me tiskenn da’m liorzhig,
Skañv ha seder ma c’halonig.
O ! Doue, koantañ da vleunioù
’N touez ar geot glas hag an delioù,
Re a bep liv, ha ruz ha gwenn,
Re c’hlas, hag ivez re velen !
Ma seblante da’m daoulagad
Evit lavaret din « Demat ! »
E savent ken koantik o fenn
Hag e c’hoarzhent pa dremenen.
Ha war bep skourr oa un evnig,
O kanañ eno e sonig ;
Hag an avel ez oa klouar,
An oabl ken glas ’us d’an douar !
Klevet du-hont al laouenan,
Hag amañ un drask o kanañ :
Goude ur goañv ken didruez,
E kavout gwelloc’h ar vuhez.
Du-hont en heol, war ar c’hlazenn,
’Vel ma lamm an oanigoù gwenn !
Ha pelloc’h un ebeul bihan
A red, ret, betek koll alan !
Met ma c’halon, ken trist dec’h c’hoazh,
A gave ken pounner e groaz,
Perak ivez m’eo ken laouen,
Prest da ganañ ur ganaouenn !
’Vel ar pradoù, ’vel ar parkoù,
An oanig, an evnedigoù,
’Vel an neñv ha ’vel an douar,
Ez ankouaz kañvoù ha glac’har ;
Evit kanañ : Alleluia !
Ha meuleudi ha Gloria
D’hon Salver a zo adsavet,
Ha deut da frealziñ ar bed !
Hag e teu leun a vadelezh
Gantañ pardon ha karantez,
War e lerc’h an nevez-amzer,
A laka pep kalon seder !