un Amzer a zo bet
- ur Ger a-raok
- Breizh-Izel
- Klemmgan Brizeug
- Mona
- Gwreg ar cheminod
- Kanaouenn ar c’havell
- Pedenn ar mederien eus ar mintin
- Soazig
- Tina, merc’h ar miliner
- Distro an nevez-amzer
- an Itron Varia Sant Kare
- Mervel zo ret
- an Abardaez en un tiegezh, en hañv
- ur Son kloareg
- Eus holl vroioù ar bed
- War ar maez
- Ivona Kerizel
- ar Prad falc’het
- Kerez Sant Per
- un Amzer a zo bet
- Fañchig ha Janig
- ar Mederien
- Son
- Janedig koant
- Kenavo !
- Marc’harid an nezerez
- Yezh kozh hon zadoù
da’m mignon
Arzhur de la Borderie
I
Un amzer a zo bet, ha na vije klevet
[’N] Hon touez nemet yezh Breizh : war ar maez ’vel e kêr,
Holl ’komzemp ar yezh kozh gant hon tadoù komzet,
E Gwened, e Kernev, Leon ha Landreger.
Un amzer a zo bet, ’oamp gwisket ’n ur c’hiz all ;
Pep hini ’n doa tog bras, bragoù bras ha chupenn,
Ha na oamp ket heñvel ’barzh e Breizh eus re C’hall,
Ha na oa ket touzet hon blev hir war hon fenn.
Un amzer a zo bet, ’vel hon boa hon dilhad
Disheñvel eus re C’hall, oa ivez hon gizioù,
Hag e-mesk kant neuze e kavjec’h ur Breizhad,
Hep poan ebet, raktal, e-barzh an holl broioù.
Un amzer a zo bet, ’weljec’h hon ilizoù,
E kêr ’vel war ar maez, leun a dud daoulinet,
Bep sul hag bep gouel berz — Neuze er pardonoù
Na vije ket dañset a-raok bezañ pedet.
Un amzer a zo bet, ’vije klevet e Breizh,
En hentoù, el lanneg, ha war lein ar menez,
A bep tu, da guzh-heol, war-dro an abardaez,
’Kanañ ar gwerzioù kozh hag ar sonioù nevez.
Un amzer a zo bet, soudarded Breizh-Izel
’Oa doujet e pep lec’h, hag ar Saoz milliget
A dec’he diraze, pe e ranke mervel,
(Rak re Vreizh ha re Saoz biskoazh n’int ’n em garet).
Un amzer a zo bet, na garemp ket, a-grenn,
Gwelet tud divroet — re Saoz, pa re Bro C’hall
(Rak ni, a bep amzer, zo bet kalet hon fenn),
O tont da werzhañ deomp ur yezh hag ur feiz all.
Un amzer a zo bet, hag ez oa un enor
Bezañ graet e Breizh, bezañ anvet Breizhad,
Hag e vije lâret « paotred vat an Armor ! »
Ha kement-se oa gwir. « Hennezh oa ’n amzer vat ! »
II
Pelec’h ’mañ ’n amzer-se ? Pelec’h emañ, siwazh !
Ha ni ’dle bezañ holl Saozon pe Gallaoued ?
N’eus bet a Vreizhaded ’barzh e Breizh-Izel c’hoazh,
Ni ar mibien henañ, marteze, eus ar bed ?
Marv eo eta Armor ? — Nann, ar paotr kozh, m’her goar,
Karget e izili a liammoù c’houarn,
’Zo astennet e gorf bremañ war an douar,
Eus hen diwall Yann Saoz, ha Gallig al Louarn.
Tro-dro, kornandoned lous ha fall, a-vagad,
A lamm, a dañs, a lâr « Marv eo ar paour Armor !
Setu eñ diskaret ! o ya, marv eo, marv mat !
Marv eo ! marv eo ! marv eo ! — Taolomp e gorf er mor ! »
Piv a gomz er giz-se ? — Paotred saoz ha re c’hall ?
Nann, nann, n’en deo ket marv, met kousket un tammig ;
Kanit, kanit izel ; m’her gwelfec’h o fiñval
E viz bihan hepken, gant spont e varvfec’h mik.
Diwall ! diwallit ! mar kanit re uhel
E c’hellfe dihuniñ : n’hoc’h eus-c’hwi ket gwelet
Kleze bras ar Gwesklen, ar paotr mat er brezel,
E zorn dehoù warnezhañ ? — M’hel lâr c’hoazh : diwallit* ! [diwallet]
Mar dihun ar paotr mat (ober ’ray marteze)
Neuze ho pezo keuz, neuze ’vo un dañs all !
Saozon, c’hwi her goar mat, eo pounner e gleze,
Ha c’hwi na c’hoarzhfet ken er giz-se, paotred gall !