ur Ger a-raok
- ur Ger a-raok
- Breizh-Izel
- Klemmgan Brizeug
- Mona
- Gwreg ar cheminod
- Kanaouenn ar c’havell
- Pedenn ar mederien eus ar mintin
- Soazig
- Tina, merc’h ar miliner
- Distro an nevez-amzer
- an Itron Varia Sant Kare
- Mervel zo ret
- an Abardaez en un tiegezh, en hañv
- ur Son kloareg
- Eus holl vroioù ar bed
- War ar maez
- Ivona Kerizel
- ar Prad falc’het
- Kerez Sant Per
- un Amzer a zo bet
- Fañchig ha Janig
- ar Mederien
- Son
- Janedig koant
- Kenavo !
- Marc’harid an nezerez
- Yezh kozh hon zadoù
Holl Vreizhaded a c’houenn vat,
Klevit ur ger, tud Breizh-Izel :
« Da* chomo pep unan Breizhad, [Ra ?]
Dre-holl, bepred, betek mervel !
Broiz, bezit ’vel ho tadoù,
Eeun ha gwirion e pep tachenn ;
Lakit enor ’raok ar madoù,
It e pep lec’h uhel ho penn.
Dalc’hit mat d’ho kizioù gwechall,
D’ho kwerzioù kozh ha d’ho sonioù,
Hogen na deskit ket re c’hall :
Pedit, dañsit er pardonioù.
Ha c’hwi holl, pere ’doug pluenn,
Tud a skiant, ha tud gouiziek,
N’ankouait ket ez oc’h mibien
D’ar re ’gomze ar brezhoneg.
Ha ne glevit-c’hwi ket lâret
Hon yezh, ar c’hoshañ, marteze,
A zo er bed, hon yezh karet,
A dle mervel ? - N’glevit ket se ? -
Nebaon ’ta, holl baotred vat Breizh,
Gorreit-c’hwi bremañ ho penn,
Ha komzit ha skrivit gant feiz
Ar yezh kozh na varvo biken.
Eus ar vro bell ma sav an heol
Eo deut ganeomp ’barzh ar vro-mañ,
Ha mibien Breizh ’dle he c’homz holl,
Keit ma skeudo an heol amañ ! »