À Paimpol

Ma vije bolontez Doue,
’Vije amañ ’n Douar-Nevez.
Eham tira tra la la laire
Eham tira tra la la la.

(Chanson paimpolaise.)

Si c’était la volonté de Dieu
Que fût ici la Terre-Neuve…

    A François Perrot, capitaine islandais,

Anatole Le Braz (1859-1926)
À Quimperlé

    À Edouard Schuré.

    I

Elle est vieille et vaste, la chambre.
Le lit de passage où je dors
A, ce soir de premier Novembre,
Je ne sais quoi qui sent les morts.

Les rideaux, d’altitude roide,
Descendent à plis empesés,
Et des…

Anatole Le Braz (1859-1926)
ar Vogedenn

War devenn ar c’hoad don du-se, me ’wel
Un ti soul damguzhet mat er goudor,
E-lec’h ne c’hell tizhout faeüs an avel,
Un ti soul iliavet dezhañ e zor.

Sellit, e vogerioù, ’vel ur c’hozhiad
Daoubleget gant an oad hag ar vizer,
Faoutet evel emaint, kant bloavezhiad
E chomint c’hoazh war sav, daoust d’…

Yvon Crocq (1885-1930)
Breizh hag he mibien

Me ’gav din n’en deus ket ur Vro,
Er Bedig-mañ, ken azeulet
Gant he mibien ha Bro galet
Ar brugoù ruz hag an derv.

N’eus forzh pelec’h war an douar
Emaint divroet, o ene
D’he c’houn a drid gant levenez,
Gant karantez ha... gant glac’har.

Pa en em gavont etrezo,…

Georges Le Rumeur (1882-1942)
Bro Gerne

     embannet e Breizh divarvel :

O bro goant a Gerne ! Bro an dud dir ! Lorc’h Breizh !
Bro ’lec’h e huanad, hep ehan ha hep reizh,
Kement a vammennoù kuzhet ’mesk ar reier,
Huñvreet ’meus erfin e-kreiz da lanneier.

Redet em eus ivez da hentoù torgennek,
An avel en-dro…

Georges Le Rumeur (1882-1942)
Contraste

                    I
          LE RAZ DE SEIN

Brisants du Raz battus par le choc des orages,
Rives où le penseur aime à se trouver seul,
Océan tourmenté, mer féconde en naufrages,
Qui roule des noyés sous son glauque linceul !

Abîme où l’on entend ensemble, voix affreuses,…

Adrien de Carné (1854-1943)
Depuis que le destin…

Depuis que le destin m’a ravi mon amante
Comme un ciel orageux mon front s’est assombri ;
Il me semble qu’en moi règne aussi la tourmente ;
Car à mon âme, hélas ! morose, indifférente,
                 Depuis ce jour rien n’a souri.

Plage de Lanninon, quand la mouette passe
Annonçant par son cri le…

Pierre Pronost (1861-1909)
D’ar gwennili

war ton : Aelez eus ar Baradoz

Lavar gwennili bihan,
Eus a belec’h e teuez,
Ama, kemer un ehan,
Komz a fell din ganez,
Eus va bro muiañ-karet
Digas a rez keloù ?
Va c’halon a zo rannet
Ha skuilh a ran daeroù.

Rak adalek ar mare
M’em eus, o follentez !…

Pierre Pronost (1861-1909)
E Berrien

    da Loeiz Guyomarc’h, maer Berrien

N’eus e menez Are gwelloc’h labourerien
Eget ar re a vev e-barzh parroz Berrien.
Un dudi eo o gwel’t, e-kreiz ar gwaremmoù,
O treiñ douaroù kozh, o tiframmañ bommoù !
Lavaret e vefe Booz gant e diad,
Dindan lagad Doue, en e bark oc’h arat.
Ar wazed lezirek zo…

Yves Picart (1859-1925)
er Menez

    d’an aotroù Frañsez Vallée

Setu me, va mignon, e-kreiz menez Are,
E parrez Lannedern, kousket en ur gwele
War ar plouz hag ar pell, ostiziad un den mat,
’Vel gwechall er Fouilhez pa oan e ti va zad.

War leur-vaen an oaled, e-kichenig an tan,
Ar c’hizier o soroc’h ’n un…

Yves Picart (1859-1925)
Gwened

Lakaet hon eus e lizherennoù stouet pezh a gaver en dornskrid hepken.

    Bewech ma tegouezh din gwelet ur Gwenedour,
E kavan anezhañ stummet eus ur c’hadour,
Reut e zivrec’h, kalet e zorn, taer e lagad,
Ur c’houriz ler gantañ ’vel o tont d’an argad,
E dog war grab e benn ken e guzh e…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Karantez ar Vretoned diouzh o bro

    Pariz, 12 Ebrel 1838

          Ma c’halon zo
        Gant ma bro,
        Oh ! Ya, bepred ’vo !

    Hag e vefen e penn ar bed,
Diouzh Breizh ma c’halon ’vo staget.
          Ma c’halon zo, etc.

    An heol, m’her goar, a wel broioù,

Jean-Marie Le Joubioux (1806-1888)
Kemper

Kemper ’welan du-hont, azezet er pellder,
E-lec’h m’eo kemmesket an Oded hag ar Stêr.
Du-hont un iliz-veur, pignet warni daou dour,
A sav koant he c’horf kaer, dispont a-us d’an dour.
Perlezenn an Oded, merc’h ar roue Gradlon,
Filhorez Kaourantin, hon tad leun a galon,
O tridal a c’hellez e-kreiz da vogerioù,
Rak e tremeni-te…

Yvon Crocq (1885-1930)
Kerheol

N’anavezit ket Kerheol ?… N’on ket souezhet gant an dra-se. N’eo ket ur foeltrenn kêr kennebeut, ha morse n’eus bet enni na prezidant na ministr oc’h ober prezegennoù meur…

Mont a ran eta da lavaret deoc’h e berr gomzoù pere eo doareoù Kerheol.

Kerheol (Kêr an heol) a zo ur geriadennig etre bourc’h…

Claude Le Prat (1875-1926)
Kerne

Lakaet hon eus e lizherennoù stouet pezh a gaver en dornskrid hepken.

’Forzh petra, mignoned, a zegouezho ganin,
Tra ma vo mouezh ennon, Breizh atav a ganin.

Da vro Gerne ’roin va meuleudi gentañ :
Rak da’m c’halon e plij dreist ar broioù goantañ ;…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Kreisker

Kreiz-kêr, pegen brav da’z kwelet,
Da bennig kuzhet er goabrenn !
Evel bleunioù tan, ar stered
’Strink a-dreuz da dantelezhenn
O sked, d’abardaez en hañv.
Kreiz-kêr, dit demat a lâran.

Pa oan gwechall en da gichen,
Sempl evel ur perroked bloaz,
O klask distagañ penn-da-benn
Rosa Rosæ…

Jean Cadiou (1834-1897/)
le Bandeau noir

    À Camille Vergniol

C’est un pays battu des vents, mordu des lames,
Où des vols d’échassiers tournent dans le ciel gris,
Cependant que, la gaffe au poing, guettant le bris,
Droites sur l’horizon, veillent d’étranges femmes.

Le soir tombe : on entend un bruit lointain de rames.…

Charles Le Goffic (1863-1932)
Lennon

    d’un den eeun, skiantek ha madelezhus, an aotroù Henry, koueriad ha gwenaner, testeni a garantez.

    Amañ, pell diouzh an trouz
    Hag holl safar ar bed
    ..............
    Me a wel ar gwenan
    Savet da c’houloù-deiz...

A ganed, ur sulvezh, e-barzh iliz Lennon,…

Yves Picart (1859-1925)
Leon

Lakaet hon eus e lizherennoù stouet pezh a gaver en dornskrid hepken.

Kentañ ’meus bet gwelet, ’touez ar Vretoned all,
Al Leonard o tont, savet uhel e dal,
Dispak gantañ kement tamm gwenn ’ve ’n e roched,
Stenn dindan ar c’houriz e greiz hag e vruched,
Hag o tegas gant poan betek e…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Reier Ploumanac’h

An dibaotañ reier eus Breizh hag eus ar Bed
A gaver ’ne fonnus e bro gaer Ploumanac’h.
An neb ’neus o gwelet na c’hello ket hen nac’h.
Reier all par dezho n’ez eus neblec’h ebet.

Mesk-ha-mesk ’int bodet a-hed an aodoù gouez,
Heñvel dimeus loened euzhus-tre ha direizh.
Ar galon dirage a drid leun a efreiz…

Georges Le Rumeur (1882-1942)
Ti-kêr

Peder voger mein benerezh ;
Tregont troatad a bep kostez ;
Un nor moan ’tu an hanternoz
Enk ’vel hini ar baradoz ;

D’an traoñ, nemet ur skalier maen,
Ur c’hav, marteze dek plouzenn ;
Hag en nec’h, un tammig prenestr
Dre p’hini ’seller war-zu Brest ;

E pevar c’horn…

Jean Cadiou (1834-1897/)
Treger

Un cloître de silence, un hôpital des âmes
Et de grises maisons de nobles – c’est Treger…
Nul bruit, que les sabots claquants des vieilles femmes,
Et l’oraison du vent qui monte avec la mer.

Telles que des surplis de prêtres, les nuées
Blanchissent, dans un ciel dormant comme un lavoir.
Le long des quais…

Anatole Le Braz (1859-1926)
Treger

O bro goant Landreger, biken ankouaat na rin
Nag an eurvad ac’h eus a bell zo roet din,
Nag an degemer wask am boa bet diganit
Pa deuis, dizanav, va bara da c’hounit,
Dilezet evidout va bro Gerne-Uhel,
E-touez da dud dilorc’h da stennañ va zinell.

Da hentoù, ’vel da dud, am eus darempredet ;
Da…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Trelez ha stêr ar Saezh

Trelez, perlezenn Leon, ken koant gant stêr ar Saezh,
Gant un aod ken ledan, leun a reier, a draezh,
Siwazh ! gouelañ ’ran c’hoazh an amzer dremenet,
Amzer va yaouankiz, evit atav nijet.
Bugelig, war an aod pa reden, skañv, diarc’hen,
En un daoler en aer, er mor, maen ha krogenn,
E chomen en un taol, ’vel un den, da soñjal,
O…

Pierre Pronost (1861-1909)
Va huñvre

    d’an abad Nicolas Mevel

Un ti koant, er gwasked, e strad un draoniennig,
E-lec’h o hiboudiñ e klever ur wazhig,
Hag o kanañ lirzhin an evned er glazur,
Eo huñvre meur a varzh. Va hini n’eo ket sur !...
Din un dachenn izel, goloet gant ar gwez,
Diwallet gant kleuzioù, plantet a zrein, a zrez,
A…

Yves Picart (1859-1925)