al Leon hag ar fubuenn

Livre II, fable IX

     Amprevan lous, mab d’ar pri ha d’ar fank,
     Tec’h kuit alese, war ar frank,
     Kae diouzhin. Al leon evel-henn
          A c’hourdrouzas ar fubuenn.
Houmañ a zisklêrias ar brezel d’al loen kre[ñv].
     Fae eo ganin da anv a roue :
     Un ejen a zo par dit, ha betek-re…

Pierre-Désiré de Goësbriand (1784-1853)
al Leon hag ar razh

Livre II, fable XI

            Bepred, ha gwellañ ma c’helli,
      Servij d’an holl, ma bez fur, e renti.
      Alies, eus a semploc’h evidomp
      E c’hallfemp kaout ezhomm pe dienez.
Div fablenn a rento an dra-se, mar gallomp,
            Ken sklêr evel ar wirionez.

Pierre-Désiré de Goësbriand (1784-1853)
al Louarn hag ar rezin

Livre III, fable XI

Amzer zo bet gwechall Alanig al louarn,
(Eus a Normandi oa, a C’haskogn, eme darn),
A welas rezin kaer, ken tanav o c’hroc’hen !
                        Hanter mouk, hanter melen,
                  Uhel ouzh beg ur spalierenn.
Graet en dije ur pred an’e, gant ur joa vras :
Allaz…

Pierre-Désiré de Goësbriand (1784-1853)
an Anevaled klañv gant ar vosenn

Livre VII, fable I

Un droug hag a zegas an enkrez hag ar spont,
            Gouest e-unan, en un taol kont,
            Da beurgargañ puñs an Ankoù ;
Taolet a-varr an neñv, abalamour da grimoù
            Ha da torfedoù ar bed-mañ ;
Ar Vosenn (pa vo graet he anv anezhañ)
                  A oa …

Pierre-Désiré de Goësbriand (1784-1853)
an Daou vignon

  I 

E Breizh-Izel, – p’e lec’h all, – 
– Daou wir vignon oe gwechall. 
– En hevelep kêr savet, 
– O faskoù ’doa graet kevret, 
– Tennet d’ar seurt heñvel deiz, 
– Pep tra oa boutin gante. 

N’ouzon o anv, ma feiz ! 
Unan Yann, – Fañch egile. 
Yann, – un…

Prosper Proux (1811-1873)
an Den pizh hag an dozverez aour

Livre V, fable XIII

               Dibaot an den c’hoantus na goll
         Alies tout, o soñjal gounit holl.
               Ur gontenn graet gant hon tud kozh
               A zisklêrio pegen gwir eo ar gaoz.

               Un den a oa, hag e[ñ] ne oa ket paour,
Rak bemdez …

Pierre-Désiré de Goësbriand (1784-1853)
an Durzhunell hag ar verienenn

Livre I, fable XII

Eus a vihanoc’h traoù e teu c’hoazh ar gentel.

Un deiz, oc’h evañ dour ez oa un durzhunell,
A-hed ur wazhig sklêr. Eno ur verienenn
                  En em gavas en he c’hichen,
Pehini, o stouet re lark a-zioc’h al lenn,
                  En dour war he fenn …

Pierre-Désiré de Goësbriand (1784-1853)
ar Bleiz hag an oan

Livre I, fable X

Gwellañ lezenn a zo eo lezenn ar c’hreñvañ :
Bemdez e welan se, c’hwi her gwelo bremañ.

         Un oan a dorre e sec’hed
         A-hed un dourig sklêr-meurbet.
                  War ar fed…

Pierre-Désiré de Goësbriand (1784-1853)
ar Bleiz hag an oan

war don : ar Baradoz 

  I 

E gwarez an dommder, 
E red ur wazhig sklêr, 
Oa un oan dianket 
O terriñ e sec’hed. 

Emberr e tegouezhas, 
Dre wall, ivez d’ar wazh, 
Ur bleiz treut ha garv, 
Ar mac’her eus ar vro. 

Prosper Proux (1811-1873)
ar C’hazh hag ar bugel

war don Petra zo nevez e Kêr-Is ?

Ur bugel war dreuzioù an ti
Oa en e goazez o tebriñ,
Gantañ en e zorn ur grampou’enn
Hag ur c’hazh bihan ’n e gichen.

Ar c’hazh ’ra fistoulik ken brav,
Ken flourik ez astenn e bav
Ma kav d’ar bugel ’neus ar c’hazh
En e…

Jean Bourdoulous (1855-1915)
ar C’hog-raden hag ar verienenn

  I 

’Pad an dommder, ar c’hog-raden*  [ar grilhig-gwez] 
A gane ’nerzh e gorzailhenn ; 
N’en doa preder nemet bragal, 
Boueta c’hwek, heoliñ ha tumpal*.    [c’hoariellat] 

Ken a venne al loenig kaezh, 
E padje ’n hañv ’hed e vuhez, 
E parje an heol benniget, 
Hag…

Prosper Proux (1811-1873)
ar Gaerell aet en ur c’hrignol

Livre III, fable XVII

      Gwechall Katellig ar gaerell,
      Gant he c’horf hir, moan ha displet,
      (Rak klañv oa bet, ne oa ket pell),
En ur c’hrignol, dre un toull enk, oa aet.
      Rentet eno, an dimezell
      A ra meurlarjez a-feson
      A bep seurt, youl he c’halon.
      …

Pierre-Désiré de Goësbriand (1784-1853)
ar Gelienenn hag ar c’harr

 Livre VII, fable IX

         En ur c’hrav sonn, lourd ha diaes,
         E fas an heol hag e frouezh11,
         C’hwec’h marc’h galloudus a sache
         Ur voitur pounner evit doare.
               …

Pierre-Désiré de Goësbriand (1784-1853)
ar Giozenn hag he c’hamaradez

Livre II, fable VII

          Ur giez prest da dreiñ he chas
          Da zisammañ a glaske plas.
     Dre gomzoù flour, diouzh un amezegez
E c’hellas kaout e prest, d’ober he ziegezh,
     Lojig eben. Pa oe achu he zro,
     Mestrez an ti a c’houlenn ma rento
     He zoull dezhi : a[r] poent a-walc…

Pierre-Désiré de Goësbriand (1784-1853)
ar Glesker hag an ejen

La Fontaine – livre Ier, fable III

   Ar glesker, pe mard eo gwelloc’h, ar ran,
A welas un ejen, lart, uhel ha ledan.
               Hi, kement hag ur vi
               (Ha bec’h a-walc’h ganti)
         En em astennas, dre avi,
Evit parat, mar gell, an aneval kornek,
Ha, dre ma plante c’…

Pierre-Désiré de Goësbriand (1784-1853)
ar Pesketaer hag ar pesk bihan

Livre V, fable III

      Peskig a vezo pesk kaer
            Nemet ma’z en do buhez ;
         Met, da c’hortoz, e leusker
      Pa vez tapet, zo follentezh ;
      Rak d’e adtapout n’oc’h ket sur.

      Ul lusennig, c’hoazh krouadur,
            A oe paket gant ur gwaz.…

Pierre-Désiré de Goësbriand (1784-1853)
ar Pod houarn hag ar pod pri

Livre V, fable II

            Ar pod houarn d’ar pod pri
            A bropozas beajiñ.
            Hemañ ’gavas furoc’h chom
            Sioul war e oaled tomm ;
      Rak un taolig an disterañ
      A ve gouest mat da’m bruzunañ,
            Ken na deufe tamm d’ar gêr.
            C’hwi, zo …

Pierre-Désiré de Goësbriand (1784-1853)
ar Razh kêr hag ar razh diwar ar maez

Livre I, fable IX

Razh-kêr a reas ar bedenn
D’e vreur o chom war ar maez
Da zebriñ gantañ frikadenn
Kilbenniet asambles.

War un tapis soubl ha skedus
Ar friko oe servijet.
Komprenit na pegen joaüs
Oa ar c’houblad mignoned.

Lein a oa…

Pierre-Désiré de Goësbriand (1784-1853)
ar Sitrouilhezenn hag ar mez

Livre IX, fable IV

Kement a ra Doue a zo graet ha graet mat :
Er bed holl dre ma’z an ez eo un dra anat,
            Hag ar sitrouilhezenn er brouvo.

            Ur bajaneg anvet Garo,
      Dre ma kompren ar pikol frouezhenn
            Ha pegen munut he zreujenn,
O …

Pierre-Désiré de Goësbriand (1784-1853)
ar Wezenn-derv hag ar pennduenn

Livre I, fable XII

       Ar wezenn-derv a gomzas evel-henn,
                    Un deiz ouzh ar bennduenn4 :
Lec’h hoc’h eus, a gav din, da damall ho krouer ;
Laouenan evidoc’h a zo ur bec’h pounner ;

Pierre-Désiré de Goësbriand (1784-1853)
Razh kêr ha razh kouer

war un ton anavezet 

  I 

Ur razh, aotroù pinvidik, 
Eus a Gêr-Is, genidik, 
A bedas ur razhig kouer 
Da goaniañ gantañ, er gêr. 

Ar c’houer, goude kalz neuzioù, 
Soublerezh, – skrapadennoù, – 
A yeas d’e heul timat, 
E gortoz ouzh…

Prosper Proux (1811-1873)