VI Diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AN AO. GARGAM, EOZEN

EOZEN
                             Ur bloavezh mat
D’an aotroù ! Setu va mennad
E deiz kentañ ar bloaz nevez
Hol laka holl el levenez !

GARGAM, d’an dud
Va gwenneien dreist-holl !

da Eozen

                                           Eozen,
Del !

Reiñ a ra arc’hant dezhañ.

       Taol evezh hiviziken
Na’m lezfes dek munut en nor
Da c’houlenn diganez digor !

EOZEN
Bennozh Doue ! Hep aon ebet
En noz a zeu kouskit kalet ;
Eozen a ziwallo an nor
Ha den n’en devezo digor !…

Mont a ra kuit.