V Diviz

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

AN AO. GARGAM e-unan
Asa daonet n’ c’heus ket a vezh
O c’houlenn evel peorien gaezh ?
Gevier a lâront dizamant
En aviz kaout ganin arc’hant.
Hag evelato mantrus eo
Kas anezho diwar va zro
Hep reiñ dezho, d’ar bloavezh mat,
Arc’hant daou pe dri chopinad !

Skeiñ a reer war an nor.

Alo ! a-vec’h m’en deus unan
Dibunet e gudenn war gân*,    [? ]
Ma teu

Adskeiñ a ra.

            unan, daou all kerkent
Da son d’ho skouarn-all kement !…
Deuit !…

Izeloc’h

                Kester…