IV Diviz

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

AN AO. GARGAM, FILIBERT

FILIBERT ur gazetenn pe ziv gantañ
             Deiz mat, aotroù !
Setu amañ kazetennoù !
 
GARGAM goude bezañ sellet outo
Dec’h da noz em boa o lennet !
Petra ? n”hoc’h eus eñvor ebet ?
 
FILIBERT
Ho tigarez, par plij, aotroù !
Piv n’ankounac’ha a-wechoù ?…
Bremañ, peogwir emaon ganti,
Me ’gemer tro da reketiñ
Deoc’h ha d’ho tud ur bloavezh mat !
 
GARGAM
A ! Bremañ e welan ervat
Gwir abeg ho tro finesa !…
Bennozh Doue, ar memes tra,
’Vit hoc’h hetoù madelezhus !
Delit !…
 
FILIBERT
Bennozh, aotroù d’an dud… kintus !
 
Reiñ a ra dezhañ ur gwenneg bennak