III Diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AN AO. GARGAM e-unan

Ha ma kanfen ur ganaouenn
Savet d’ar chaseour laouen,
Da c’hedal m’en do ar mevel
Graet e labour evel ma fell ?
 
War don Maturin an Dall
 
N’hoc’h eus ket gwelet dre amañ
Ur chaseour o tiskuizhañ,
Gantañ chas kaer a-vandennad
A chilp, a red war-lerc’h ar c’had ?
N’hoc’h eus ket gwelet ar glujar
O tec’het spontet, ’vel ur yar ?
Livirit din, paotr, plac’h, va den,
Ma rin ivez ur c’haer a abadenn !
 
DISKAN
 
Me ho ped, c’hwi bec[’]hour,
Frankiz d’ar chaseour,
A ziruilh mistr ha mibin
Amañ dre ar ribin !
Dac’hda* Fin !… Dac’hda krenn !    [?]
Dre an drez, dre ar spern,
Danvez d’ober Trouz an delez* mer’n !    [?]

          Geo !
 
Adarre ? Skeiñ a reer. Deuit !