II Diviz
AN AO. GARGAM, BASTIAN
BASTIAN
Deiz mat d’an aotroù !
GARGAM
Deiz mat, Bastian ! Met, m’hen tou !
Abredik ’out ganti hiriv…
Asa, lâr din ’ta petra zo
P’emañ hiriv da zivesker
En hent ken abred hag a yer ?…
BASTIAN
Evit diskouez va c’harantez,
Em boa c’hoant, en ur seurt devezh,
Donet abred da reketiñ
Ur bloavezh mat deoc’h en ho ti…
GARGAM
Sell ’ta ! emañ ar bloaz nevez !
Ha me ne daolen ket evezh !
O komz ouzh ar sellerien
N’ankoun’c’ha ket !
BASTIAN
Ouzhpenn unan
Deoc’h, aotroù mat, a reketan.
GARGAM o reiñ dezhañ ur pezh arc’hant
Sed aze, paotr, da galanat ;
Kendalc’h da’m servijañ ervat,
Kerzh aliesoc’h d’ar pod dour,
Ha gra kempennik da labour.
BASTIAN
Kenavo, aotroù !
GARGAM
Selaou c’hoazh !
Va botoù ler hast din pourchas,
Ha ro o lein founnus d’ar c’hazh
Ma’z in war-lerc’h gedon Koad-Glas !
Evit tapañ louarn pe c’had
Sevel abred a zo ret mat !
Abred gwir eo ez on savet,
Met aon em eus na vez kropet !
BASTIAN
Monet a ran diouzhtu, aotroù !
Mont a ra kuit.