VII Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

AN AO. GARGAM e-unan 
M’am eus bet trubuilh em devezh, 
Bet em eus ivez levenez, 
Ha n’em bije kavet morse 
E-kreiz va abadenn chase. 
Kavout a reer kalonoù yen 
A-wechoù e-touez ar beorien ; 
Met an neb ’ra en an’ Doue 
Sur-mat a salva e ene. 
En ur glozañ, amañ m’ho ped, 
Mirit lavar ar Vretoned : 
« Ma ve pep kalon truezus 
E ve muioc’h a dud eürus ! »

DIWEZH

Landivizio, ar 17 a viz du 1906