V Diviz

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

AN AO. GARGAM e-unan
Straner milliget, na deu mui 
Pelloc’h da’m bouzara em zi !… 
Na sod oa an den dievezh 
A gredas, en ur seurt devezh, 
Reiñ da gentañ ar galanad 
Evit reketiñ bloavezh mat ! 
Gwelit anezho gwisket ker : 
Eus ur penn d’ar penn all da gêr 
Ez eont da gontañ sorc’hennoù 
Da gaout arc’hant ha banneoù ! 
 
Ur vouezh o kanañ er-maez war don 108 eus kantikoù brezhoneg Sant Brieg 
 
    O pebezh burzhud a welan 
    E Betleem pa zeredan ! 
    Ur bugel war ar plouz kousket, 
    Tost dezhañ e Vamm daoulinet ! 
 
    Ar ganaouenn ken dudius 
    Eo Nouel ar Mabig Jezuz ! 
 
Hag e kendalc’h da selaou.

 
DISKAN 
 
    Kanomp Nouel da Vab Doue 
    Ganet er c’hraou dre garantez ; 
    Da Jezuz ha d’e Vamm santel 
    Kanomp mil gwech Nouel ! Nouel ! 
 
GARGAM 
Ha ma rafen dezho donet 
Er sal-mañ da reiñ da glevet 
O c’hanaouenn a levenez, 
O nouel war un ton nevez !… 
 
Dre ar prenestr : 
 
N’hellfec’h ket donet ur pennad 
Em zi bremañ da « nouelat » ? 
 
AR C’HANER 
Eo, eo, gant plijadur, aotroù !… 
 
Sevel a reont. 
 
GARGAM 
Ganto n’eus ket a sorc’hennoù, 
Met un nouel ken dudius 
En enor d’ar Mabig Jezuz 
Am laka meurbet evurus ! 
Deu’t tre, bugaligoù doujus !