IV Diviz

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

AN AO. GARGAM, AR MEVEL, KENDERV AN AOTROÙ

AR MEVEL 
        Ho kenderv eo, aotroù, 
A zeu da ginnig e hetoù… 
 
Ar mevel a dec’h kuit kerkent. 

 
GARGAM 
Ra’z ay gant… 
 
AR C’HENDERV, laouen-bras, digor e zivrec’h. 
               Kenderv ! 
 
GARGAM 
                        Petra zo ? 
 
AR C’HENDERV 
Petra ? Ar bloaz nevez hiriv ! 
 
GARGAM, o skrabat e benn 
A !… ya !… 
 
AR C’HENDERV 
              Nag aon am eus-me bet ! 
Na vijec’h en ho ti kavet ! 
Ur gwall-zarvoud evidon-me, 
Hag evit va c’herent ivez !… 
 
GARGAM 
Ha, siwazh ! me ’wel, an darvoud 
Ganin a dlee c’hoarvezout… 
 
AR C’HENDERV 
Hag ho yec’hed ken talvoudus, 
Hag-en hoc’h eus keloù eürus 
Da reiñ din hiriv anezhañ ? 
Penaos, kenderv, ez it bremañ ? 
 
GARGAM 
Fall ! Fall ! er mare-mañ dreist holl ! 
 
AR C’HENDERV 
Setu koulskoude tomm an heol, 
Brav eo mont d’ober ur bale ; 
Deut ’oan d’ho pediñ ’benn kreisteiz 
Da zont ganeomp-ni da leinañ, 
Peogwir ’omp ho kerent tostañ… 
 
GARGAM 
Gwazh a se pa ne c’hellan ket ! 
 
AR C’HENDERV 
Ur pezh labour am eus boulc’het ; 
Hoc’h alioù… 
 
GARGAM, d’an dud 
             Va arc’hant !… 
 
AR C’HENDERV 
                             A zo 
Talvoudus bras war va meno. 
Hepdoc’h ni a vije diaes !… 
 
GARGAM 
Hep va arc’hant a leverez ?… 
 
AR C’HENDERV 
Gwelit petra ’c’hellfes ober… 
 
GARGAM 
Netra bremañ ’vidout, kenderv… 
Diwezhatoc’h ma vez gallet 
Sur mat me ’yelo da’z kwelet. 
 
AR CHENDERV 
Mad, neuze ez an adarre… 
Kenderv, kenavo dizale !… 
 
GARGAM 
Kenavo !… 
 
AR C’HENDERV, d’an dud en ur vont er-maez 
                   Ul lein espernet !