III Diviz
Author
Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :
AN AO. GARGAM e-unan
Pegen c’hwek ez eo da’m c’halon
Skoazhelliñ ar beorien wirion !
Me o c’har holl evel breudeur
Zo kouezhet warno ur gwalleur.
Ouzh ar re-mañ vihan dreist holl
Laouen ha seder ’vel an heol,
Me ’gar ober ur selladenn
Pa gouezh warnon ur barr anken.
Setu kompezet va spered,
Ha va c’halon sioul bras-meurbet !
Fiziañs am eus na deuio mui
Kester ebet war-dro da’m zi…
Boum ! Boum ! Trouz en delez
Setu aze c’hoazh ur penn touz !
Goustad ! goustad ! o nag a drouz !…
Mont a ra, ma kar taol evezh,
Da derriñ souden an delez !
Tok ! tok ! war an nor.
Deuit !…