II Diviz
AN HEVELEP RE, AN AO. GARGAM
GARGAM
A ! C’hwi eo, aotroù ker-meurbet ?
Gwelit edon dres o tec’het !…
Abaoe ma’z eo sklêr an deiz
N’em eus ket tamm peoc’h, dre va feiz !
Gwech eo Per, gwech Paol, gwech Goulc’hen ;
Leun oa va zi a stranerien…
Ha dezho holl me a ranke
Reiñ kalanad evit doare…
AR RENER
Ha setu me erru ivez…
GARGAM
Her goût a ran ; emañ aze,
Em c’haierig, ho kalanad.
Deoc’h-hu me ’ro a galon vat,
Rak ma’z ouzon an implij kaer
A rit ganto d’an dud dister…
M’ho ped, chomit ’ta azezet,
Ha c’hwi ivez, va mignoned…
Hag e lavaren deoc’h raktal
Em boa o c’haset da sutal,
Da blantañ pour war gein Are,
Da vrennika da Venez-Bre
Emaint aze gant o zeod flour,
Trenk ha trubard evel an dour,
O kontañ kant ha kant sorc’henn
Ha n’o deus sur na lost na benn.
Kement em bevez kalonad
O reiñ d’ar re-se kalanad
Kement ez on atav eürus
O reiñ d’an holl beorien peoc’hus !…
AR RENER
Aotroù, c’hwi a ra kalz a vad
D’an intañvez, d’an emzivad…
GARGAM
Nann, ober a rajen muioc’h
Ma vijen bet pinvidikoc’h…
Ar rener a ra sin da Laouig da sevel evit lenn e bennad skrid. Sevel a ra, hag e krog da lenn raktal.
« Aotroù benniget, aotreit
D’ho pugaligoù lenn ur skrid
Evit meuliñ ho madelezh,
Ho preder hag ho karantez.
Abredik ’omp bet dibourvez
Er bed-mañ eus a bep dañvez ;
Marv hon tadoù, hor mammoù,
Den da bourve’iñ d’hon ezhommoù,
P’eo deuet an aelez d’hon hentañ
Da di an « Itron Varia » !
Gant hoc’h aluzennoù dispar
’Omp eürus eno, ni ’lavar !
En devezh kentañ eus ar bloaz
Lezit ac’hanon, ur wech c’hoazh,
Da reketiñ deoc’h bloavezh mat
Ha kement a zo en ho krad ! »
Ar vugaligoù all a strak o daouarn
« Ni ’bedo ar Mabig Jezuz
Da viret deoc’h yec’hed padus
Evit ma reot pell c’hoazh ar vad
D’ar vugaligoù emzivad.
Strakadeg daouarn adarre.
An Ao. Gargam a sav, hag a gemer ur mouchouer da sec’hañ an daeroù a deneridigezh a zered eus e zaoulagad. Mont a ra goude da gaout al lenner ; kemeret a ra e baper, hag e pok c’hwek d’ar bugel mat.
GARGAM
C’hwi da vihanañ, bugale,
A zeu da’m digoll a zoare
Diouzh ar boan-benn c’hwezhet ennon
Gant sunerien laer ha lampon…
Tommañ ’ra va c’halon em c’hreiz
Evel an heol e-kreiz an deiz !
Gant ar garantez e tilamm
Evidoc’h, yaouankizoù flamm !…
Na kaerat lizher, sapristi !
A rit din aze da’m meuliñ !…
Met ruziañ ’rankan gant ar vezh
Pa welan e taolit evezh
Ouzh va aluzennoù dister
’Vel ma’z eo ur c’hant skoed hanter !
AR RENER
Gant hoc’h aluzenn, aotroù ker,
E tebromp ur bra tener,
E wiskomp meur a vinor noazh
E-pad daou, tri miz eus ar bloaz !…
Ar vugale a stag gant ur ganaouenn savet a-ratoz-kaer evit ar gouel, war don Ar vamm hag ar bugel, diouzh levr Mouezh an Aodoù, gant Glanmor.
KANAOUENN
Aeled an Neñv, meulit Doue,
Ha c’hwi, evned ivez,
En uhelder, embannit ’ta
Evezh hon Tad kentañ !
D’ar boked nevez digoret,
El liorzhoù glazet,
Doue a ro glizh ar mintin,
A lintr en heol lirzhin !
D’al labousig nevez ganet,
En un neizhig kuzhet,
Doue a ro un tad, ur vamm
Ha n’hen dilezo tamm !
D’ar minorig hep ti na tan,
O c’houzañv kalz a boan,
Doue a zegas e aelez,
Tud leun a vadelezh !
Hag e roont hep marc’hata
Arc’hant da zornata,
Da dud Doue bet dibabet
Da sevel minored !
Adkanañ ar poz kentañ, ma karer.
GARGAM o tiskouez ar vugale
O c’hanaouenn, aotroù rener,
Da’m divskouarn a zo tener.
Me ’grede klevet an aelez
Du-se (en Neñv) en o rouantelezh !
Gant ur seurt komzoù dudius
Va holl gounnar zo aet da guzh…
AR RENER
Den ganeoc’h ne gavo dilez,
Ken bras ez eo ho madelezh !
GARGAM
Bennozh deoc’h-holl, bugaligoù,
Bennozh ’vit ho kanaouennoù ;
Gant ho mouezhioù sklêr ha lirzhin
Gae ’on bremañ ’vel ar mintin…
Goude klask en ur c’haier-godell, Gargam a ro ur paper-arc’hant d’ar rener.
AR RENER
Kenavezo deoc’h, aotroù mat !
Ha bennozh ’vit ho kalanad !…
GARGAM
Tamm ’bet ! Me eo, da vihanañ,
A galon ho trugareka.
Deuit ken alies hag ezhomm,
C’hwi ’oar pelec’h emaon o chom !
Ho pugaligoù a bedo
Evidon keit ha ma vin bev !…
Ar vugale a ya er-maez.
AR RENER
Ha goude ho marv zoken,
N’hoc’h akounac’haint biken !…
Mont a ra er-maez ivez