XV Diviz
AN AO. GARGAM, PAOTR AL LIZHEROÙ
PAOTR AL LIZHEROÙ
Deiz mat d’an aotroù !
GARGAM
Deiz mat, va faotr !
PAOTR AL LIZHEROÙ
Eo a zegasan deoc’h !
GARGAM
Diskouez !…
Goude bezañ sellet tost
Asa, lavar din, va faotr kaezh,
N’eus ket aze pemp warn ugent ?
PAOTR AL LIZHEROÙ
Hag a zo gwir, aotroù ; ’velkent
N’hallen ket degas abretoc’h !
GARGAM
Ne c’houl’es ket, lavar kentoc’h !
Aon bras eo ac’h eus bet moarvat
N’az pije ket a galanad !
PAOTR AL LIZHEROÙ
Kredit ac’hanon…
GARGAM
Ya, me ’gred
Ez oa ’n deiz-mañ ganez gedet !…
O reiñ dezhañ e galanad
Na zale mui hiviziken
Da zegas lizher betek penn.
PAOTR AL LIZHEROÙ d’an dud en ur vont kuit
Pebezh paotr kintus !… Dek gwenneg
Na ro ken din, ar mec’hieg !…