XIV Diviz

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

AN AO. GARGAM e-unan
Tud digalon, amprevaned !

Trouz, tok ! tok !

Na me zo sod pa roan deoc’h kred !
Va zud kozh gwechall, koulskoude,
War a glevan, a lavare :
« Ouzh ar pezh na c’haller miret
Harpañ hep klemm gwellañ ’rafet ! »

Tok ! tok !

Ya, ya, se eo war a welan
Evidon-me ar gwellañ rann,
Digorit !…