XIII Diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AN AO. GARGAM, YANNIG e niz

YANNIG e groaz gantañ, a lamm da c’houzoug e eontr
        O va eontr, m’ho kar !
M’ho kar dreist-holl draoù an douar !
Ur bloavezh mat ha kalz re all
Deoc’h, a hetan hep hini fall !…

GARGAM
Te, da vihanañ, va faotrig,
A ziskouez kaout ur galonig.
O sell ’ta ! ar groaz zo ganez !
Evit doare e labourez ?

YANNIG
O ya, va zonton Gargamig,
Mont a ran brav war va fouezig.
Da c’houlenn ouzhoc’h kalanad
’On deuet hiriv, c’hwi ’oar ervat.

GARGAM
Hag e kav dit e c’hellan-me
Reiñ arc’hant d’an holl evel-se ?

YANNIG
O ya, va eontr, a-grenn eo ret,
Rak ur werenn am eus torret
War di nevez ur c’hrignousez
Am lardas druz gant he botez !

GARGAM
Gwir ?

YANNIG
Ouzhpenn, lazhet ’meus ur yar
Gant un taolig maen en he gar.
Roet ’meus va ger d’o faeañ
A-raok kuzh-heol en devezh-mañ,
Gant na vo lavaret netra
Da’m zad, da’m mamm – a oar netra ! –
N’hellot ket alese fiñval
Ken n’am  bo ket va ugent real !

GARGAM
Selaou ’ta ac’hanon, Yannig,
Pa labourez, va mignonig,
Ez pezo da bezh ugent real !
Hogen, na lâr man d’ar re all.
Del !…

YANNIG, o tilammat da vont er-maez
           Tapet em eus anezho !…
Da’m zonton mat kenavezo !…