XII Diviz
AN AO. GARGAM e-unan
O pebezh devezh trubuilhus
Eo hemañ ’vit an dud peoc’hus !
Mont a ray va stal da stalig
Daoust din da vezañ pinvidik :
Re vignon d’al larjentez
Zigor an nor d’ar baourentez.
Ar c’hentañ klasker a deuio
A vo kaset diwar va zro
Da glask kerden da Sant Mikael
Evit treiñ ganto an avel !
A ! siwazh ! pegoulz ’echuo
Pelloc’h an devezh-mañ e dro ?
Enouet ’on o reiñ arc’hant
Da c’hlaboderien diskiant…
N’ez eus enno tamm karantez,
Yen ’int ’vel ar c’hrishañ goañvezh !…
Ha ma kanfen bremañ ur son ?
Gwelomp ha me ’gavo an ton !
Pa vez teñval penn ar Breizhad
E kan ’vel un Iwerzhonad ;
Pa vez laouen e kan ivez,
Ha daoust pe stad bennak e ve…
war don Mousig ar Morbihan
O pebezh devezh kasaus !
Gant o dremmoù marmouzus
E teuont pep hini d’e dro
Da reiñ din taol ar marv !…
An torroù-penn-se a lavar :
« Bloavezh mat ! o, me ho kar ! »
Hag a-dreñv va c’hein e klevan :
« Hoc’h arc’hant eo a glaskan ! »
Digorit frank dezho ho yalc’h,
Morse ne root a-walc’h !…
A-vec’h m’eo troet o seulioù
Ma tispennont ho komzoù !…
Klaskerien villiget, tec’hit !
Sunerien ’n em zastumit !
O pebezh devezh kasaus
D’an dudoù madelezhus !…
Skeiñ a reer taolioù war an nor
Gwelit ha n’eo ket un torr-penn
Bevañ ur vuhez evel-henn ?…
Ret eo koulskoude digeriñ,
Daoust ’on, siwazh ! oc’h alteriñ !
Petra ’ve lâret ’tal al lenn
Ma n’heuilhan ar c’hiz penn-da-benn ?
Digorit !