XI Diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AN AO. GARGAM, UR BARAER

AR BARAER ur vouchenn vat a vara gantañ
Deiz mat d’an aotroù !

GARGAM
Ha dit, va faotr… Perak ama
E tegasez bremañ ’r bara ?

AR BARAER
Ho tigarez, mar plij, aotroù !

GARGAM
Ya, ya, gwelet ’ran da droioù !

AR BARAER
Koulskoude gwir e lavaran :
Bloavezh mat deoc’h a reketan !
Ha d’ar Baradoz ra’z aio
Hoc’h ene kaer goude ’r marv !

GARGAM
Mat eo ! Del ’ta !

Reiñ a ra dezhañ gwenneien.

                            Ha sent ouzhin,
Kas hiviziken d’ar gegin !

AR BARAER o vont kuit a lâr d’an dud
Ar c’hintus kozh ne ro din ken
Nemet pezhioù daou-wenneien !

GARGAM
N’eus na bennozh, na trugarez ;
Savet ’int holl evel tud gouez !