IX Diviz

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

AN AO. GARGAM, AR C’HIGER ur banerad kig ouzh e vrec’h

AR C’HIGER
                 Setu d’an aotroù
Un toulladig kostezennoù,
Evit ober hervez e c’hrad
Gant e vignoned ur pred mat !

GARGAM
Mat-tre ! It neuze d’ar gegin !…

AR C’HIGER
A-raok, c’hwi a roy din
An aotre da reketiñ deoc’h
Ur bloavezh mat, bloavezh a beoc’h…

GARGAM, d’an dud
N’en dije ket ankounac’haet
Goulenn ouzhin e galanad !

d’ar c’higer

Leal eo !… Delit…

AR C’HIGER
Mil bennozh !

Mont a ra er-maez.