VIII Diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AN AO. GARGAM, UR C’HEREOUR

AR C’HEREOUR gant ur botoù-ler nevez
Degas a ran d’an aotroù,
Hervez e c’houlenn, ur botoù ;
Graet ’int, m’hen tou ! e gwellañ ler
Landivizio pe e garter !

GARGAM
Setu ur miz zo, aboubal,
Emaon bemdez ouzh o gedal !

AR C’HEREOUR
Kredit ac’hanon…

GARGAM
                             Me ’gred mat !
Aon ’z poa n’az pije kalanad !…

O reiñ ur pezh arc’hant

Del !… Ha diwall hiviziken,
Pe morse da’z ti n’ez in ken !…
Ret eo ober pep tra en amzer zo lakaet :
Fall e ve re abred, ha fall re ziwezhad*.    (diouzh al levr Furnezh Breizh)
Setu lavar eeun ar re gozh
Lakaet

Skeiñ a reer

          difazi en ur poz !
Digorit !…

Ar c’hereour a dec’h kuit pa zegouezh ar c’higer er gampr.