an Delioù en diskar-amzer

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Saint Brieuc, René Prud’homme, 1905
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Delioù ar gwez melenet holl
A nij pa c’hwezh an avel foll ;
Lavaret ’vefe eneoù
Deuet da c’houlenn hor pedennoù…

Nag i oa koant n’eus ket pell c’hoazh
Ouzh ar skourroù gant o liv glas !
Hiriv, siwazh ! ’int dislivet,
Ha dindan treid an holl breset.

Tud yaouank, kemerit kentel
Gant an delioù sec’h o vervel :
« Lec’hed*, gened a dremeno,    [pe lec’hid ?]
A-barzh nemeur c’hwi a varvo !… »

Er bloaz a zeu delioù nevez
A savo adarre er gwez ;
Goude breinadurezh ar bez
Ni ’savo ivez d’ar vuhez.