ar Paotr bihan kamm

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Saint Brieuc, René Prud’homme, 1905
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    da Jeanne Kervern, Kerzadioù

Va mamm-gozh, en deiz all ha me war he barlenn,
He deus din displeget ur c’haer a gontadenn ;
Ken don e va spered emañ hi c’hoazh hiriv,
Me ’zan d’he disklêriañ deoc’h-hu ivez da’m zro.

    Gwechall ez oa e Rozegad
    Ur bugel fur hag eus va oad,
    Hogen ken mac’hagnet, ken kamm,
    Ma n’helle hep branell flach tamm.
    Bale, redek, c’hoari, lammet,
    Siwazh biskoazh n’en doa gallet.
    Un devezh a selle gant c’hoant
    Re all o c’hoari gant arc’hant,
    Pa dremenas en o c’hichen
    Ur paour o klask an aluzen.
    Skuizh-marv oa diouzh an doare,
    Ha naon en doa ’dra sur ivez ;
    War an hent bras, eus e zaou droad,
    E tivere fonnus ar gwad.
    Doanius-meurbet oa da welet ;
    C’hwi ho pije e sikouret,
    Hogen, ar yaouankiz zo skañv,
    Hini n’en doe truez outañ...
    Holl ho devoa ur galon fall,
    Hag e raent goap en ur farsal.
    Ar paotrig seizet, eñ hepken,
    A ro d’ar paour e dammig krenn.
    Neuze, o burzhud ! oe gwelet
    An truilhoù d’an douar kouezhet,
    Hag ar c’hlasker, sonn en e sav,
    Sklêrijenn skedus ’n dro dezhañ.
    D’ar bugel mat e lavaras :
    « N’az pezo mui ezhomm a vazh ! »
    Ha kerkent ’n em gavas pare
    Dre zorn an Hini e douche.
    D’an ampoent ez eas diwal wel,
    Jezuz-Krist oa, ’me ar bugel !
    Ar c’haezh en doa graet aluzenn
    Da Jezuz mignon ar beorien !...