ar Vretoned hag o gwaskerien

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud’homme, 1905
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

d’an Ao. Ar Berre, barzh abalor

AR WASKERIEN

Ar brezhoneg prim d’ar marv !
Hiviziken den n’he gomzo...

En ilizioù hag er skolioù,
D’ar galleg holl, va zudigoù.

Ho peleien pa brezegint
Galleg flour deoc’h a zistagint.

Mestrezed ha mistri skolioù,
Grit e galleg katekizoù.

Na fell mui deomp a Zeurezed
Muioc’h ’plij deomp dimezelled.

Hag ar Breudeur n’ouzont netra (?)
Va lakaet er-maez eus o zra.

C’hwi, Bretoned, tud a c’hiz kozh,
Zo e teñvalijenn an noz.

Evel ho preudeur gallaoued
Plegit ho chouk hep grik ebet.

Bezit dinec’h, na glaskomp ken
Nemet reiñ deoc’h gwir sklêrijenn.

AR VRETONED

Tavit, tavit, tud divadez,
Paouezit pelloc’h ho stlabez.

Re bell, siwazh ! oemp touellet,
Hag edomp holl evel trellet.

War hon daoulagad ur wel du
A zo bet ledet ganeoc’h-hu.

Siwazh ! deomp-ni na gredemp ket
Hor madoù kement gourdrouzet.

Ar Vretoned n’int ket marv,
Nerzh-kalon a zo c’hoazh enno.

Pa vezimp kaset betek penn
Ni ’savo holl d’en em zifenn.

A-vremañ e tisklêriomp fraezh :
D’hor brezhoneg treiñ kein biskoazh !

D’ar veleien, d’ar feiz gwirion,
Karantez zo en hor c’halon.

Ar brezhoneg kozh hag ar fez
A zo breur ha c’hoar en hor Breizh.

Ho gwrizioù ’vel re an derv
A zo korvigellet er vro.

Tud divergont, lezit ar peoc’h
Gant tud ha na lâront grik deoc’h.

Pe dizale, koulz ha gwechall,
Ni ’gavo bizier ha traoù all.