VII Pennad

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1926
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

NERZHVEUR, AN DIAN’VEZ

NERZHVEUR
C’hoant ’meus da zegemer ’c’hanout evel ur breur,
Berrdroad, en ur rannañ ganit madoù va zi,
Pa ’out deut a-ratoz evit va frealziñ.

E-pad ma komz Nerzhveur, an Dian’vez a denn a-zindan e vantell ur voestig leun a boultr melen, hag a garzh anezhi e korn Nerzhveur.

AN DIAN’VEZ en ur waskañ
Ya, deut ’on a-ratoz evidout ; ha biskoazh
N’em eus tañvaet oc’h en em gaout dirak ur gwaz
Kement a blijadur evel diragout-te.
Evomp eta d’hon breudeuriezh, d’hon c’harantez.

NERZHVEUR
Evomp d’hon yec’hedoù, d’hon eurvad, d’hon buhez !

Eva ’ra Nerzhveur.

AN DIAN’VEZ en ur sellet outañ oc’h evañ
Faziañ ’rez, Nerzhveur : da’z marv ’n hini eo !

Hollvelen, krak o tistreiñ, ’glev an Dian’vez, hag a wel Nerzhveur o truilhal digomz war al leur-zi, en ur stardañ e greiz gant e zaou zorn.