V Pennad

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1926
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

AR MEMES RE, ARZHDUFF, PRADOU, HILDEO dalc’het gante, hag ar c’hadgi Tonk, a deu diouzhtu da lammat gant e vestr

NERZHVEUR en ur flourat ar c’hi
                                     Mignon feal d’an den,
Deus a-bell em eus an’vezet da chilpadenn.

D’Hollvelen

Piv a lêrez a zo paket da ziwezhañ ?

HOLLVELEN
An hudour kozh ’oa bet kiriek dit da gouezhañ
’Tre daouarn an Duard. Tec’het kuit ’vel ul laer,
O c’houzout mat ’n ur chom e gont a vije sklêr,
N’eo ket bet aet a-bell ’raok Arzhduff ha Pradou,
Hag ar c’hi Tonk lammet diouzhtu war o roudoù.

NERZHVEUR
Un taol fall ’vije bet e lezel da vale :
Rak em c’heñver eo bet droukoc’h ’vit egile.
Pere zo c’hoazh ganit ?

HOLLVELEN
                                          Va mignonez Garwenn,
Rutan, Skoazeg, Kreñvbost, deut holl prim ha laouen
Da ginnig harp o brec’h kerkent m’o doa klevet
An darvoud sebezus ’oa ganit ’n em gavet.

RUTAN
Hag emaomp prest, Nerzhveur, da reiñ da bep hini
Deus an daou dreitour-mañ ar gopr ma kemenni.

NERZHVEUR
Mil drugarez deoc’h holl eus a deun va c’halon,
O vezañ n’hoc’h eus ket disprizet ac’hanon,
Daoust din da vezañ deut ken gwan ha ken izel
A-greiz ma talc’he stag an Trec’h ouzh va c’hazel !
Met an hini n’eus ken na kleze na lagad,
Aet digantañ stered ha luc’hed an argad,
Hennezh n’eo mat da ren na da gemenn netra
Diwar-benn lazhañ tud. Grit deus ho kiz eta,
Kadourien didamall, ouzh an daou lankon-se.

HOLLVELEN
Kentañ tra ’zo d’ober eo kerc’hat da gleze ;
Ha pa vo distroet Glasluc’h en ez taouarn
O kanañ dit gwerzioù galloudus an houarn,
Te ’gomzo, te ’reno, te ’vo mestr adarre,
Ha deus ar soñjoù du da virviken pare.
Gortoz ma tennin ar chadennig arem flour
’Eo bet outi keit all ar c’hleze-meur a-skourr.

Distagañ ’ra ar chadennig diouzh gouriz Nerzhveur.

Gant houmañ Tonk, Garwenn ha me ’gavo diouzhtu
Glasluc’h ’n ur c’horn bennak eus kev ar marmouz du.

NERZHVEUR
It eta, paotrezed ; fiañs am eus o tri
E kavfet dre lagad, dre spered ha dre fri
An houarn sakr e tisec’han pell dioutañ.

GARWENN
Me ’soñj e tispako ganeomp an dro gentañ.

KARNAK goapaer
Klaskit pizh, merc’hed koant, ha furchit gant aket ;
Houarn hir ar marc’h mel8 ganeoc’h na deuio ket.

HOLLVELEN
Chom peoc’h aze, preñvig ; hepdale ’vo da dro.
Neuze ne vi na ken goapaer na ken faro.

O div ez eont er c’hev gant ar c’hi, en un astenn dindan e fri ar chadennig.

ARZHDUFF en ur sevel diwar an douar chadenn Nerzhveur
Daoust pelec’h eo bet graet ur chadenn ken pounner
Ha ken kreñv hag houmañ ? – Loug9, ar mestr houarner,
Ne raje ket e-un’ kaletoc’h pezh labour.

NERZHVEUR
E-doug ma oan dindan galloud an enebour,
’Meus klevet an hudour meur a wech gant ar gaoz
En doa lakaet he govelañ gant Hermen gozh,
Hon aremer deomp-ni, ’digarez hualañ
Pe tirvi dizoñvus pe saout diaes d’alañ,
Pa’z aje war o zro ’vel pareer loened.
Kaout ’ra din ’mañ e dro da vezañ chadennet
Gant ar chadenn am eus-me douget betek-henn.

ARZHDUFF
Mat ! bremaik ’vo stardet evel ur wadegenn,
Ma vo difiñv evit gortoz bezañ tanet.

Hag e chadenn anezhañ start.

HOLLVELEN o tistreiñ d’ar red
Kerkent m’omp aet er c’hev, ar c’hadgi zo manet
A-daol en ur grozal, harzhal ha diskrapat,
Dirak ur pezh roc’hell hag e vije ’rabat
Deomp hon div, na div all ganeomp, klask e sevel,
Astennet ’vel m’emañ ’kreiz an dachenn, heñvel
Ouzh un arzh didroadek chomet eno kousket.
Glasluc’h a dle bezañ dindan hounnezh kuzhet ;
Ha, ’benn rentañ d’ar c’hleze-meur e librentez,
’Vo ret dispak un nerzh evel da hini-te.

NERZHVEUR
Gwelomp ha gouest ’on c’hoazh da zibradañ reier,
Ha da sevel an noz diwar ar c’hlezeier.

HOLLVELEN en ur c’hoarzhin
Deomp hon daou skoazh-ha-skoazh, brec’h-ha-brec’h, dorn-ha-dorn,
Ma ’raio an Duard ouzhomp lagad a gorn.
Hag ez eont d’ar c’hev, dorn an eil e dorn egile.

KARNAK
D’ober lagad a gorn e vefe nec’het bras
An hini na chom ken gantañ ’met daou doull razh.

KREÑVBOST
Arabat dit goapaat neb a teus lakaet dall ;
Ne vefen ket a-bell ’c’h ober dit kement all.

SKOAZEG
Gant pebezh plijadur e welfen an daou-mañ
Tanfoeltret e-kreiz ur fornigell da dommañ !
A ! sed erru Nerzhveur, ha gantañ e gleze.

Nerzhveur, krog en e gleze, a zistro gant Hollvelen o ren anezhañ, Garwenn ha Tonk.

NERZHVEUR astennet e zorn dehoù war Glasluc’h
Bremañ, Glasluc’h, p’emaon krog ennout a-nevez,
’Vidon da vezañ faezh, ’vidon da vezañ dall,
E santan o tiskenn ennon ur spered all :
Spered an emgannoù kaourus, spered an Trec’h.
Kaout a ra din a zo ganit stag ouzh va brec’h
Un nerzh all uheloc’h ’vit nerzh an izili ;
Kaout a ra din ganit eo kresket va beli
Ha va gwir da gomz kreñv e-touez ar gadourien.
Tevel am eus gallet pa oa torfedourien,
Goude bezañ warnout taolet o daouarn lous,
O tennañ din va daoulagad. Bet ’on didrouz
Da c’houzañv mezh ha poan ; met ar c’houlz a zo deut
Da reiñ da bep hini bara deus e gont bleud.
Paket ez eo ganeoc’h, va zud, kozh Duarded
N’o deus bet em c’heñver nemet dislealded
Ha krizder divuzul. Aze ’mañ an hudour,
Aet a-bell zo ganeomp e-maez a enebour,
Savet gant hon roue dreist ar vedisined,
Fiet ennañ yec’hed hon zud hag hon loened,
Hag a grede lakaat aozañ ’n hon govel-ni
Ar chadenn ’meus gallet dont a-benn d’he serriñ.
Gantañ ’voe prientet hounnezh ’vit va stagañ,
Ar gaou da’m sachañ pell, an doare da’m zagañ ;
Ha digantañ ’meus bet, ne nac’ho ket, moarvat[,]
Tremen kant taol kontell ’vit tennañ pep lagad.
Lârit-hu din, va zud, peseurt gopr a rofet
D’un den bet ken treitour, ken laosk en e dorfed,
Savet en e grizder d’ar bazenn diwezhañ ?

AR GELTED holl en ur vouezh
An tan, an tan hepken zo gouest d’e gastizañ.

HILDEO
Truez, truez, tud vat ! me n’on bet ’met an dorn ;
Kement-se ne dalv ket bezañ taolet er forn.
Truez, mard eus ennoc’h un tamm kalon bennak,
Pa n’em eus graet netra ’met war gemenn Karnak !

AR GELTED en ur vouezh
D’an tan an oan spontik a gren rak ar marv !

KARNAK
An dro-mañ ne ran ket ganit ur paotr faro :
Mezh am eus evidout, un hudour, ur c’hozhiad,
Hag a zoug ken izel an anv touraniad ;
Ma ’vije ket ouzhin ar fiñval difennet,
Da c’henoù, m’hen tou dit, ’vije buan prennet.

NERZHVEUR
Hennezh all, ken uhel bremañ ar gaoz gantañ,
A zo bet penn-kiriek ha kablus da gentañ.
Me ’garje goût perak eo bet ken didruez
Ouzh an hini ’n doa bet espernet e vuhez ?

KARNAK
Tanfoeltr espern n’am eus-me klasket diganit :
Te ’rae da c’hiz pa vijes krog en tu gounid,
Me ’meus graet va hini p’emaon deut war c’horre.
Bremañ, degouezhet dit an tu kreñv adarre,
Gra din ’vel ma kiri ; me zo prest da vervel
Diglemm, eürus zoken : rak va lagad a wel,
Hag a welo keit ha ma talc’ho sklêrijenn,
Un dremm kuzhet ouzhit, dremm skedus Hollvelen.

HOLLVELEN droug enni
Ne baro ket a-bell warnon da lagad du :
Hepdale ’vi troet en un dornad ludu.

AR GELTED ALL
D’an tan an daou zuard, d’an tan ar vourrevien !

NERZHVEUR
Ar varn a zo douget : evel torfedourien
E tle mervel an dud digalon ha direizh.
M’o dije bet dalc’het an eeunder en o c’hreiz,
Stourmet evel ma stourm « mibien doue Dana10 »,
O dije bet ganeomp enor an dibennañ ;
O c’hlopennoù gwisket en arc’hant hag en aour,
Miret en arc’h granañ dindan toenn ar c’haour,
’Vije deut da vezañ, en amzerioù da zont,
Skouer ha kentel padus d’ar gadourien dispont.
Met, o vezañ n’eus bet enne ’met fallentez,
Ne bleustro birviken soñj ar re vev gante :
O foultrenn a z-aio da goll ’mesk an douar,
Hag o eñvor, da heul ar vogedenn glouar,
Gwentet gant an ankoua koulz ha gant an avel,
A dec’ho kuit dindan ar goabrenn da vervel.

KARNAK
Pa n’on ken evit stourm nag evit ’n em difenn,
Ne vern ket petra ’ri ganin pe gant va fenn.
Me ’vo buan ankouaet, met ankouaat ne rin ket,
’Forzh pelec’h na pegeit ’vo va ludu strinket,
An dremm koant dudius aet ken don em c’halon
Ab’oe m’eo kouezhet sell he lagad glas warnon.

HOLLVELEN gant dispriz
Mall am eus da welet an tan ’n e garantez :
Ar seurt tud-mañ zo mezh bezañ karet gante.

AR GELTED ALL
Tan d’an Duarded laosk, tan d’an amprevaned !

NERZHVEUR
Ya : da vervel dre dan ’int bet ganeoc’h barnet.
Ra vint taolet eta, liammet start, e bev,
Ha c’hwezhet un tantad warne ’tre ’barzh ar c’hev,
Evit ma vo devet war un hevelep tro
Kement ’c’hallfe derc’hel koun hag eñvor o bro.
Pinvidigezhioù-mor ’ouzon mat zo aze ;
Hogen, pa n’int ket bet gounezet dre gleze,
E vefe graet da Douraniz re vras enor
Ma teufemp-ni da binvikaat gant o zeñzor.
Kerc’homp hepken diwar o c’houst ur c’hroc’hen arzh.
Unan frank, tomm ha tev, ma vo paket e-barzh
Bremazon, da vont da sebeliañ d’an Donva,
Ar valc’henn ’zo marvet evidon da vevañ.

HOLLVELEN
Graet e vo penn-da-benn, Nerzhveur, ’vel ma lêrez ;
Me ’z-a war eeun da glask ur c’hroc’hen d’ar baotrez.

Hag hi d’ar c’hev.

GARWENN
Amañ zo dastumet bernioù keuneud ha lann,
Hag a flammijennoù diouzhtu seder ha splann.
Dougomp an’e d’ar c’hev da sevel an tantad.

Garwenn, Rutan, Skoazeg, Pradou a z-a da gerc’hat danvez tan.

Arzhduff ha Kreñvbost a zoug an Duarded, krog unan e pep penn.

KREÑVBOST o kregiñ e Karnak da gentañ
An uhelidi-mañ eo dleet d’e tostaat
Ouzh an tan ; ha, peogwir ’int dalc’het ’n o bale,
Betek al lec’h enor ’vint douget hepdale.

HILDEO pa groger ennañ
Me zo barrek, paotred, mar ’pe ouzhin truez,
Da bep hini ’c’hanoc’h da hiraat e vuhez.

ARZHDUFF
Mat ! m’emaout ken akuit, setu ’vidout bremañ
Ur poent brav da hiraat da hini da gentañ.

HOLLVELEN o tistreiñ gant ur pezh kroc’hen arzh
Kavet ’meus da Benndrask ur vantell a-zoare.

NERZHVEUR
’Vit an hini varv ’lâran dit : trugarez !

KREÑVBOST
An tantad a zo prest, an daou ganfard ’n e greiz.

NERZHVEUR
C’hwezh eta d’an tan ruz, ma lammo war e breizh !

An tan, enaouet kerkent gant Kreñvbost, a glever o strakal.

HILDEO war-bouez e benn
O tud gouez ! Pegen kriz eo mervel evel-henn !

KARNAK
Ganit hepken emañ va mennozh, Hollvelen,
Hag e tiouganan dit : « Kenavo dizale ! »
Rak ne vo ket hemañ va diwezhañ gwele.

Un nebeud klemmoù a glever c’hoazh, ha goude ne glever ken netra.

NERZHVEUR
Tavet eo da viken o mouezhioù milliget ;
O speredoù gaouiad, nijet kuit e moged,
A zo gante disoc’het o labour divalav.
Ha bremañ, mar kirit, mignoned, ni ’savo
D’an doueed a gas ar Gelted war greñvaat
Ur c’han a drugarez hag anaoudegezh vat.

KAN EMGANN AN DOUEED

war don Sav, Breizh-Izel…

I
Galloudegezhioù an Islonk teñval,
’N em glevet holl ’vit ober fall,
Astennet warne lenn an noz du-dall,
A grog da stourm en ur yudal ;
Mouezh vras ar bed, kant lev tro-war-dro,
A c’harm d’ar Marv (bis).

II
Ar mor kounnaret e taoulamm warnañ
Kazegenned gwenn Manannan ;
Hag ar Penn-Gwadek, ’kreiz an oabl ledan,
War e garr herrus hep ehan
A ruilh, a sailh, a c’halv da sevel
Kurun hag avel (bis).

III
An avel garv, deus e wele klet
Savet a-daol a deu d’ar red ;
Aet eo pennfollet treuz-didreuz d’ar Bed,
Gantañ mil mouezh klemmus-meurbet ;
Ar gwez gwintet a gouezh d’an douar
Dindan e gounnar (bis).

IV
Mouezh pounner Taran, gourdrouzus o son,
A lak ar saonioù da ziston ;
Ha tan e lagad betek ar galon
A zoug ar spont hag ar spouron ;
E-lec’h ma taol e bav didruez,
Ken’vo d’ar Vuhez ! (bis)

V
Glav puilh ha grizilh bep eil a ziskenn
Skuilhet dre gant mil eienenn ;
Stêrioù dic’hlanniet a veuz ar blaenenn
Troet holl en ul lenn hepken.
Enep an drouz, an droug hag an dour
Piv ’vo da gadour ? (bis)

VI
An heol, o sevel ruz ’vel ur rod tan,
A sklêrijenn ar menez glan ;
Ha war e gribenn an doueed splann
Zo ’n em vodet ’vit an emgann ;
Son an drompilh, atav war greñvaat,
A c’houl’ drailh ha gwad. (bis)

VII
Ar c’hirri brezel, ahel hag ahel,
Stag oute kezeg divarvel,
Gant krap roc’hellek an dorgenn uhel
A ziruilh ken prim hag avel,
Er penn kentañ Nuzh hag e baotred
O vont a-gevret. (bis)

VIII
O blevioù melen war o divskoazh gwenn,
O dremmoù skedus ha laouen,
An doueed vat gant ar gompezenn
A red ’n un hopal war-bouez-penn,
A hej dindan an oabl o tont glas
O c’hlezeier noazh. (bis)

IX
Dre ma tremenont, ’sav war o roudoù
Diwan glazur ha bokedoù ;
Diwar ar blaenenn e tec’h an dourioù
Adkemeret gant ar stêrioù ;
Kant mil labous a grog da ganañ
Kanaouenn an Hañv. (bis)

X
Tavet an avel, sederaet ar c’hoad,
Serret gant Taran e lagad,
Un aezhenn glouar ha leun a c’hwezh-vat
A lak bep tra da yaouankaat ;
War dremm ar Bed e c’hoarzh a-nevez
Sklêrder ha buhez. (bis)

XI
An Deiz zo trec’het war an Noz teñval
Hag ar re vat war ar re fall ;
Kadourien Gonan, tec’het ’n ur youc’hal
Dindan douar e toulloù dall,
A glask hag a zastum adarre
Koumoul hag arne[ñv]. (bis)

XII
Bet eo ar Gelted harpet a-viskoazh
Gant an Doueed koant ha bras,
O blev alaouret, o daoulagad glas,
Deut an Trec’h d’ho heul ur wech c’hoazh :
Hag e kanomp da drugarekaat
An Doueed vat. (bis)

GARWENN
Da Gatu-Bodua11 ’tleomp ivez restaol
Eñvor ha trugarez : rak gant hounnezh dreist-holl
Ha gant Penndrask ’omp bet hentet ’vit ar beure
Da zont betek amañ. Ur vran gaer a deue
Penn-da-benn araogomp, sioul e-pad ar bale,
Koagus pa vije graet an disterañ dale.

SKOAZEG
Ya, taolet em eus pled er vran-se, du lintrus,
Brasoc’h mentet hag ur vouezh de’i muioc’h skiltrus
Evit ne gustum ka’t er vro-mañ ar brini ;
Hag anet eo ’oa deut a-ratoz ’vidomp-ni
Peogwir, ur wech erru, ne weljomp bran ’bet ken.

NERZHVEUR
Trugarez d’ar Valc’henn ha d’ar Galonekenn
Bet a-du gant ar c’haour a bep amzer troet !
Da bep hini ’c’hanoc’h ivez ra vo roet
Ul lodenn divuzul eus grad vat va c’halon !
Met an hini ’droas an taol bir diwarnon,
Hag hi ledet aze didrouz war an dachenn,
E-kreiz he yaouankiz yenaet da virviken,
Hounnezh na vo morse ganin ankounac’haet ;
Hag emberr e douar an Donva ’vo lakaet
D’ober he c’housk e-tal ar gwellañ kadourien
A roas deomp an trec’h war hon enebourien.
Pebezh enor ’vo de’i[,] din-me petore mezh
Pa vefomp arvestet gant hon meuriad a-bezh,
Tud kozh ha tud yaouank, merc’hed ha bugale,
Deredet a bep tu d’intent gant hon doare !
Daoust petra na vo ket lâret diwar va fenn
Pa vo gwelet ne vin ken gouest da ’n em zifenn,
Pa vo klevet ’vin bet paket ’vel ur bugel,
’Tre daouarn Touraniz troet e c’hoariell,
Friket gante brud-vad ha kaerder va anv ?
Neuze ’teuio, siwazh ! da vezañ gwall danav
An doujañs a zalc’hed em c’heñver betek-henn.
Ken doanius e kavan ar bec’h-se da zougen
Ma krog ennon dre fallgalon ur c’hoant divent
Da deurel anezhañ ’raok ar c’houlz war an hent,
Ha da chom da vervel amañ dindan ar gwez,
Pellaet diouzh goapadeg an dud, ’vel un oc’h gouez !

HOLLVELEN
Nerzhveur eo a glevan gant kaozioù ken izel ?
Ar c’haour a roe deomp kalonder ha skoazell,
A save gant ur ger hon strollad dinerzhet,
An den kreñv-se bremañ, gant aon ’vefe c’hoarzhet
D’ar blanedenn bounner ’zo distaolet warnañ[,]
A deufe, ’vel ur fleurenn gaer e-kreiz an hañv,
Da weñviñ, da vervel a-raok e dregont vloaz ?
Ha ni, petra ’lârfemp o tistreiñ d’an Donva
D’an neb a c’houlennfe diganeomp : « Pelec’h ’mañ
An hini ’oa da zont, bev pe varv, amañ ?
Pelec’h ’mañ, kadourien, merer ar c’hleze noazh ?
Pelec’h ’mañ, paotrez, manet da zanvez gwaz ? »

NERZHVEUR
Daoust ha peseurt merad ’raio ken d’ar c’hleze
Ar c’haour aet digantañ gouloù santel an deiz ?

KREÑVBOST
Graet en deus bet, mar ne ra ken, tremen e lod :
War an dachenn vrezel, ’vel en ur gwele blod,
En deus bet astennet mil ha mil korf faro
Da hun etre divrec’h luskellus ar Marv ;
Ha biskoazh meder ruz, ’doug ur vuhez hir-oad,
Na roas kement all d’evañ da waz ar gwad.

GARWENN
Ya, Nerzhveur, diskuizhañ ’c’helli hep keuz na mezh,
Echu ganit abred un dispar a zevezh ;
’Vidout da vezañ dall, biken den na lâro
E vo bet kavet par da Nerzhveur en hon bro.

NERZHVEUR
Ar c’haour, marteze c’hoazh, ’c’hallfe chom en e za.
Met ar pried, penaos e talc’ho da ruzañ
Un tamm buhez renet a-stlej da heul tud all ?
Peseurt harp a roio d’e wreg ur pried dall ?
Aon am eus a rankfe bale teuc’h ha dic’hoant
Gant ur gwaz ken hudur ur wreg yaouank ken koant.
Nann, ’lâran deoc’h, un den dizremmet evel-henn
N’eo mat da vont nemet da vro Konan Velen.

HOLLVELEN
Kae ’ta, met e varni ’c’hanon da vont ivez :
Rak me ’venno diskenn da gousket en e vez
’Tal ar gwaz ’vijen bet oc’h eurediñ gantañ
Laouenoc’h, eürusoc’h ’vit gant ar re goantañ ;
E vijen bet lorc’hus ’n e gichen o vale
Ha dreist-holl o sevel diwarnañ bugale.
Rak ’us d’e zremm dallet un dremm all a welan,
An dremm muiañ padus hag an hini wellañ :
Dremm ar spered uhel hag ar galon leal
O deus graet din karout Nerzhveur dreist ar re all
D’ar c’houlz ma tigore daou lagad glas ha brav.
E garout am eus graet, a ran, a rin atav !

Hag e lamm da bokat dezhañ.

NERZHVEUR
Pegen flour da’m skouarn e son da vouezhig kaezh
O tont, gant kement all a deneridigezh,
Da zigeriñ dorioù ’gave din ’oa prennet !
Ouzh an dall paour eta ne vo ket difennet,
Pa deuer d’o c’hinnig dezhañ a galon vat,
Ar pokoù-mañ ken fresk ha ken kuñv o zañvat !
Dirak mouezh ar Vuhez tavet mouezh ar Marv,
Setu ’maon adsavet gant ur gredenn faro
E c’hellimp ober, harp an eil ouzh egile,
Dre liorzh an Eurvad ur pennadig bale.

HOLLVELEN krog e dorn Nerzhveur
Te ’vo bremañ va brec’h, ha me ’vo da lagad ;
Hag e kerzhimp hon daou gant an hent troad-ouzh-troad,
Keit ha ma kendalc’ho rod alaouret an deiz
Da dreiñ deomp devezhioù bleuniet a garantez.


8 marc’h mel, da lavarout eo an hini a gar ar c’hloriusted.
9 Loug, Lougos pe Lug, doue an arzoù a bep seurt, ha dreist-holl an doue-gov.
10 Ar Gelted [T. Le G.]
11 Katu-Bodua, déesse de la guerre, qui passait pour se dé-guiser souvent en corbeau.