III Pennad

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1926
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

NERZHVEUR, KARNAK, HILDEO

HILDEO o tont d’ar red hag o sachañ Karnak a-gostez
Poent eo deomp klask hon difennoù :
’Meus aon e teu Kelted warnomp a-dreuz d’ar C’hoad.

KARNAK
Petra ’lêrez, Kelted ?

HILDEO
                                      N’eus nemet o broad
A gement ’c’hallfe kaout digarez d’hon tagañ.
O vezañ ’ta klevet bremazon o koagañ
Ur vran kreñvoc’h he mouezh evit mouezh ar re all,
Ha trouz ’vel hini tud strollet o kaozeal
Izelik etreze, ’meus soñjet ’n ur c’hadvran
O ren brezelourien diwar moged hon tan.
Hogen, un harzhadenn dreist-holl ’meus an’vezet :
Hini Tonk, ar c’hadgi bet ganin pareet
Nevez zo ’ti Nerzhveur ; hep mar, kent ma vo pell,
E tirollo warnomp ur gwall varrad avel.
Hag evel a-ratoz, deomp hon daou e tegouezh
Ar stourm, aet an tri all d’hemolc’h an tirvi gouez.
Dister en em gavimp ouzh ur strollad Kelted.

NERZHVEUR gantañ e-un’
Daoust en o c’hoarioù petra zo difoeltret ?
Ma valefe pep tra hervez ma oant e sell,
’Vijent ket diouzhin pellaet da gomz izel.

HILDEO atav a-gostez ha gant Karnak
Hag ar pezh korf lovr-se, petra ’vo graet outañ ?
Lazhañ ’nezhañ, ha tec’hel kuit « ’c’helli gentañ » ?

KARNAK
Lazh anezhañ, hudour, ha skamp kuit, ma kerez,
Pa ne lâr dit netra gaeroc’h da sorserezh.
Me ’chomo da lazhañ pe da vezañ lazhet,
Ha ne vo ket ganin gwad va zud kozh nac’het.

Hildeo a dosta da Nerzhveur, savet e gontell da skeiñ, pa glever damdost un harzhadenn bounner.

Nerzhveur, oc’h anavezout mouezh e gi Tonk, a lak dre un taol nerzh dreist-denel e chadenn da derriñ, ha savet en e za, a hej anezhi en-dro dezhañ en un hopal.

NERZHVEUR
Amañ, Kelted, amañ, va zud, amañ, va c’hi !
War an tu-mañ ’kevfet loened brav d’hemolc’hiñ.

KARNAK en ur vont d’ar c’hev d’ar red, e-pad ma tec’h Hildeo dindan goad.
Gortoz, kaer a tevo hejañ da chadennoù,
Me ’serro dit bremaik dor ar youc’hadennoù.

NERZHVEUR
Deus pa giri betek amañ, marmouzig fall,
Ma vo ar stourm-c’hoari desket dit gant un dall.