II Pennad

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1926
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

NERZHVEUR, KARNAK

KARNAK
Penaos e kerzh ar bed gant va mignon Nerzhveur ?
Plijout a ra dezhañ degemer ar C’hoad-Meur ?
Ne gomz ket ? – Koulskoude ’mañ e deod gantañ c’hoazh ;
Ne lâran ket, avat, e vo gantañ warc’hoazh ;
Rak an hudour, akuit da cheñch doare d’an dud,
’Vite da vezañ dall zo gouest d’o degas mut.
Deus ’ta, va faotr, dispak hiriv, p’hellez ober,
An teod ken helavar barnet da vont e-berr
Da heul da zaoulagad ’n ur jarlig kouevr melen,
Hag a vo kinniget d’ar vravañ femelenn
Bet biskoazh en Donva, pa deuio davedon,
’Vel m’he deus roet din da c’houzout bremazon.

NERZHVEUR savet a-daol
Petra ’lêrez, trubard ? – Petore gaou nevez
En ez kenoù freget a ziwan adarre ?

KARNAK
Ar wirionez, paotr brav ; Hildeo zo bet du-hont
Hag en deus ’n un distreiñ, degaset din respont
Hollvelen : « An hini ’zo bet trec’h d’ar C’helt bras,
Hennezh hepken – eme’i – ’vo din-me mestr ha gwaz ;
Lâr da Garnak eta ’teuin warc’hoazh da noz
Ganez-te d’ar C’hoad-Meur, hag emañ va mennozh
E gemer da bried hep rankout mont d’an dour. »
Ar c’heloù-se, degaset din gant an hudour,
O deus lakaet ennon kement a levenez
’Vel en ur roue meur o kemer rouanez :
Troet e vo bremañ ’n un deiz kaer alaouret
An noz du ma veven enni ’vel douaret.
Hollvelen ’vo, me ’gred, brav-tre bevañ ganti :
Difonn e vo da gomz ha buan da sentiñ ;
Prim e tesko ganin hemolc’hiñ, ren ul lestr,
Hag e vo stad enni bevañ dindan ur mestr.
Ober ’ray, a daol sur, ur barez a-zoare,
N’devo ket ’lec’h he far da glemm war an ere.
Petra ’lârez-te din, Nerzhveur, war an tamm-se,
Pa an’vezez ar plac’h ? – Deus ’ta, paotr bras, kaoze.

NERZHVEUR
Dijal ’meus gouzañvet tennañ va daoulagad,
N’eo ket gant kaozioù skuizh e teuin da fall[a]at.
Fentus ’n hini ’kavan soñjal en un daolenn
Seurt ma rafe Karnak e-kichen Hollvelen,
Ar vran e-tal ar goulm, an noz e-tal an deiz,
Ar gaou laosk ha mezhek dirak ar wirionez.
Te n’out bet ha ne vi nemet ur bourrevier,
Mat da skeiñ deus a-bell ha da livañ gevier ;
Hag Hollvelen, enor ha fleurenn va broad,
Gwirion evel an heol, Keltez penn-kil-ha-troad,
Ouzh ur gwaz a seurt dit n’hallfe nemet heugiñ
’Vel ma rafe dirak un touseg ur c’hadgi.

KARNAK
Te, ’vat, pemoc’h daou droad, a zo re hir da deod ;
Warc’hoazh, pa vo troc’het ha taolet ’mesk ar geot,
Ne brizo na touseg na ki sellet outañ.

NERZHVEUR
Setu kavet ganit an doare distartañ
Da virout ouzh mouezhioù displijus da sevel.
Va hini ’ta, diwar warc’hoazh, ’ranko tevel
Ma ne deu tra, na den, na doue da’m difenn.
Hogen, m’hen tou, goude ne chomfe ken em fenn
Teod na lagad, komz na gweled, n’eo ket ganit
E teufe c’hoazh dirak Hollvelen ar gounid ;
Ha war va gwele gwad nag e ven astennet,
O neuñvial em c’herc’henn gwazi pe kaouenned,
Paotrez goant ar Gelted a bokfe din-me c’hoazh
Gant he moueñ melen-aour hag he div sterenn c’hlas ;
’Lec’h te, nag e tougfes un doneg6 arc’hant gwenn,
Armoù lufr ’n ez taouarn, dremm dic’hloaz ha laouen,
Ne vefes eviti ’met un dilostadenn
Mat da flastrañ gant treid ’vel ur bodig radenn.

KARNAK fuloret
Re holl a oaperezh a ver eus da c’henoù,
Hag hep dale…


6 ur grezenn