I Pennad

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1926
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

NERZHVEUR E-UNAN chadennet ha dall, azezet war gef un dervenn gouezhet
Aet eo, ’velkent, va femp bourrev diwar va zro…
Pellaat a ra du-hont o skrignadeg garv.
O welet ’c’hanon dall zo stad enne meurbet ;
Hogen ar pezh e oant o klask n’o deus ket bet :
N’eus hini ’bet an’e, dremm pleget ’us da’m foan,
Dizoloet warnon na krenadenn na doan,
Klevet ar gomz verrañ nag an disterañ klemm,
Pa zalc’he an hudour, gant e gontell beg lemm,
Da skeiñ kant ha kant taol en-dro da bep lagad
A-raok tennañ ’nezhañ eus a greiz un toull gwad.
Pebezh euzh ! Sevel ’rae warnon ur c’hwezenn yen ;
Ha bodet en-dro din ’kleven va bourrevien,
’Vel mezvijennet gant ul levenez hudur,
O skrijal, o tañsal, o sunañ plijadur !
Un eürusted dispar ’vije bet o hini
Ma vijen dirage deut da fallgaloniñ.
Met, o vezañ manet diseblant ouzh ar boan,
Emaon savet, ’gav din, brasoc’h kaour ’vit ne oan ;
Hag enebour ebet n’hallo biken lâret
’Vo bet va c’halonder un herrad diskaret.
Ar boan n’eo seurt, hag an daoulagad ’meus kollet
Er Wenva peurbadus a vo din restaolet.
Hollvelen, va muiañ-karet, na welin ken ;
Met em eñvor ’chomo garanet da viken
He dremm ken koant, douster dudius ar c’hoarzhin
He deus graet ar baotrez er beure-mañ ouzhin
Pa hon eus kimiadet an eil gant egile.
Ha ne deufe nepred Hollvelen em gwele,
Ne virin diwarni ’met soñjoù kuñv ha brav,
Hag em c’houn e vevo koant, flamm, yaouank atav.
Met hi diwar va fenn daoust petra ’dle soñjal ?
Ma teufe de’i gwelet ’c’hanon euzhus ha dall,
Trec’het gant pemp denig deus ar re disterañ,
Aet va brud-vat da goll, va galloud da netra,
Ha dreist-holl dilamet diganin va c’hleze,
Daoust hag hi deus ar c’haour kouezhet ken izel-se
Na gemerfe ket heug, ha dispriz hag ankoua ?
’Vel ur vantell bounner sammet war an divskoazh,
E talc’h ar mennozh-se da waskañ va spered
Ha d’ober din ur boan gwashoc’h ’vit n’en deus graet
An hudour touraniad gant e daolioù kontell…
Setu din un distokadenn hag ur gentel :
Dre fiout e pep den ha krediñ pep lavar
’Maon lakaet dindan treid tra ma vin war zouar…
Ur baleer didrouz a glevan o tostaat ;
Moarvat, va Duardig o tistreiñ da’m goapaat.