IV Pennad

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1926
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

AR MEMES RE KUZHET, NERZHVEUR ouzhpenn

NERZHVEUR e gleze ouzh e gostez, e benn noazh, en un dont war lez ar feunteun
O feunteun dian’vez, gant doujañs ’n em gavan
’Tal da vein bras gwisket a radenn hag a van,
Dirak da zour brudet a-viskoazh da zougen
En e zonder lintrus barn an amourouzien.
A-leizh a Douraniz o deus ’b’oe kantvedoù
Klasket o zonkadur ennout ; war o roudoù
E teu hiriv Nerzhveur, o zrec’her bras, devet
Gant ar memes arvar hag ar memes kleñved.
Ma n’on ket e-keñver da bobl bet didruez,
Ma ’meus graet brav lezel e benn hag e vuhez
Gant ar marmouzig du ’oa ’vel roue warni,
Hag eñ tec’het gant e gorfadig kasoni
Da guzhat er C’hoad-Meur ’n un toull logod bennak,
Neuze, mammenn dour yen…

Un drouz houarn a glever.

                                                     Sell ’ta ! ’vel trouz ur stag
Pe ur chadenn houarn am eus klevet aze…
Ur bod sec’h ’n un dervenn o terriñ marteze…
Neuze, feunteun, selaou ouzh ar bedenn a ran :
Diskouez din bremazon dremm an hini ’garan.
A ! setu deut an heol da barañ war an dour !
Degouezhet eo ar poent merket gant an hudour.

Daoulinañ ’ra war dreuzioù ar feunteun.

Met a-daol e kav din ’teu va gwad da skornañ,
Hag e tremen warnon ’vel ur reudad krenañ :
Daoust hag aon en defe Nerzhveur ? – An daou c’her-se,
– Aon ha Nerzhveur – n’int ket ’vit ’n em glevout ’treze.
Fentus ’vefe gwelet o kaout aon an hini
A lak e-un’ strolladoù tud da spouroniñ !
Ur vezh eo din chom da durlutal evel-henn :
Echuomp ’raok ma vo degouezhet Hollvelen.

Soubañ ’ra e benn en dour ; kerkent, ar pemp Duard a lamm warnañ, a stag anezhañ difiñv ha digomz ; n’en deus ken amzer nemet da soroc’hal ha da stlepel, d’an douar, dek kammed dioutañ, Gwadog, an hini en deus paket e gleze.

KARNAK roet dezhañ ar c’hleze
Ac’hanta, poufer bras, debrer mel, c’hwezhigell,
E berr amzer ez out diskennet gwall izel ;
Neb a lakae, ’mezañ, ar bed holl da grenañ
N’eo ken barrek e-un’ da ’n em digelienañ ;
Bremañ, ramz fougeer, n’eus netra ken ennout :
Difiñv ha dilavar, dinerzh ha dic’halloud,
Kouezhet etre daouarn un Duard disprizet,
Bremazon e vo dit desket ha diskouezet
Petra c’hell ober ur marmouz, ur preñv douar !
Kaer a teus eonenniñ, birvi gant ar gounnar,
Klask ar c’hleze ’roas ken lies ar marv,
Ganin-me ’vo bremañ, dirazon e paro.

Hag e lak ar c’hleze da lintrañ.

Glasluc’h, an houarn lemm a sponte tud gwechall,
Ha ne sponto den ebet ken…

GWADOG war evezh
                                                    Poent eo diwall :
Gwelet a ran div blac’h, div Geltenn o tostaat.

KARNAK
Kasomp buan hon fakadenn dindan ar c’hoad,
’Drek ar roc’h vras du-hont, ha manomp holl kuzhet
Da glevout ar c’haozoù ’vo gant ar baotrezed.

Dougen a reont Nerzhveur dindan goad, hag e chomont koachet.

Damdost ’int ’n em gavet. O ! na koant eo hounnezh
Gant he dremm dudius, he bale rouanez,
Hag ar gurunenn aour a ruilh en-dro d’he fenn !

HILDEO kuzhet
Hounnezh eo an hini ’lâren dit : Hollvelen.