I Pennad

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1926
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

KARNAK, GWADOG

Azezet ’int o daou, da c’houloù-deiz war ar vein vras dindan an dervenn.

GWADOG
Hag adarre, Karnak, preder ha kozh da benn ?

KARNAK
Ya, Gwadog, hag e vo, tra ma vin evel-henn
Rediet da guzhat diouzh lagad ar Gelted,
Rediet da bladañ mezhek en izelded
’Vel ur skeud dindan treid, ’vel ’mañ ouzh gar ar gwez,
Ha da ren hep enor na brud, ’vel ul loen gouez,
Ur vuhez kontammet gant koun amzer gwechall.
N’eo ket hounnezh ar Stad ’oa bet ouzh va gedal ;
Nann, n’eo ket evel-se en doa soñjet va zad
E kouezhje an dispriz war ar bobl touraniad
Betek gwelet un deiz mab he rouanez kozh
Chomet hepken gantañ rouantelezh an noz !

GWADOG
Rouantelezh ebet na drec’h war da hini.
En-dro dit e tispak ur maout a zamani :
Ar C’hoad-Meur, ’lec’h ma sav an dervennoù santel
Oc’h astenn ken teñval, ken pounner o mantell,
Ken ne gredfe nikun, nemedomp-ni, taol troad
En noz du peurbadus a vir koun hon broad.
Aze ’vije gwechall graet an aberzh denel,
Ar gwad tomm a rede dindan ar falz-kontell ;
Aze, dindan an taolioù-maen, e kousk hon zud ;
Ha morse ne glever, sebezusañ burzhud,
Nag arzh, na karv-meur, na bleiz[,] na gourejen,
Loen ebet o sevel e vouezh en o c’hichen ;
Labous ebet na gan, hag ar bultur penn-gwenn,
Pa dremen hebioù d’e, a zalc’h e skrijadenn,
Evel pa ouefent holl peseurt braster dispar
O deus bet an dud-se gwechall war an douar.

KARNAK
Teñvalijenn an noz, ha sioulder ar marv,
Sed aze, ’vat, din-me gweladennoù faro,
E-pad m’emañ ar C’helt, dindan an heol lirzhin,
O karout hag o stourm, o son hag o c’hoarzhin !

GWADOG
’Vit ar C’helt da vezañ ’n em gavet ar c’hreñvañ
War ar blaenenn gantañ lesanvet an « Donva »,
Biken n’hallfe, ’veldout, war an dour bras garv
Kas gant un tammig roeñv ul lestr bihan en-dro,
Douget ’vel un delienn gant nerzh ar stêrioù don,
Ha chom atav dizoan ha digren da galon.
N’eo ket ar C’helt ivez ’vefe, ’veldout, barrek
D’ober e vestr er c’hoadeier gant ur gwareg,
Betek m’heller lâret eo barnet da vervel
Kement loen gouez ’dosta dit-te war hed ur sell.
Ha pelec’h ’vo kavet ur c’haner blev melen
Gouest da ganañ ’veldout ’n ur son war an delenn ?

KARNAK
Petra ’dalv skeiñ eeun, son brav, kaout kalon greñv
Bremañ, pa ’maon lakaet disteroc’h ’vit ur preñv
Ha gant ar Blanedenn diskaret ken izel ?
Perak n’on ket marvet war an dachenn vrezel
An deiz ’rankis plegañ ? – Ne vijen ket chomet,
Ar gounnar em c’herc’henn ’vel un oc’h-gouez doñvet,
Gant ar soñj o krignat noz ha deiz va c’halon
Eus ar bec’h dismegañs ’zo bet sammet warnon.
Gwashat taolenn ’oa bet deomp gwelet mezh hon bro
Hag ar vazh-yev staget ouzh kerniel an Tarv,
Skubet hon c’hadourien war al lanneg, heñvel
Ouzh delioù stlabezet er c’hoad gant an avel !
Gwelet a ran bepred Nerzhveur, ar stourmer bras,
E vlev melen o rodellat war e zivskoazh,
Taer e zremm, noazh e gorf, tan en e zaoulagad,
E garr-emgann o kas ar spont dre hon strollad,
Ha son an trompilhoù ken skiltrus o voudal
Ma sailhe hon c’hezeg a-dreuz ’vel loened dall.
Bep taol digant Nerzhveur a winte ur marc’heg,
Hag ur jav ’dec’he kuit a-raok al lazhadeg.
’N em gavet war hed pemp pe c’hwec’h gourhed outañ,
Ha stennet va gwareg ganin deus ar startañ,
Gant ar vrec’h-mañ, kustum atav da dizhout preizh,
E laoskis un tenn bir war-eeun da gaout e greiz.
N’ouzon pe divinour pe hudour oa va den :
Gant e gleze houarn, ’kreiz ur pezh c’hoarzhadenn,
E tihellas va bir da glask ur roudenn all.
E roñsed gant va marc’h ’lammas ’n ur c’hourrizial,
Ha me, ’vel ur frouezhenn kutuilhet diouzh ar barr,
A voe gant dorn Nerzhveur sachet war lein e garr[.]
Kaer am boe gant va dent, va zreid ha va bouc’hal,
Kregiñ, skeiñ, mallozhiñ, difretañ, firbichal2,
Ken buan hag ar gomz paket treid ha daouarn,
’Voen astennet difiñv etre mailhoù houarn,
Taolet war blad ar c’harr – hep ober van ouzhin,
Nerzhveur a gendalc’has da lazhañ, da c’hoarzhin,
Da oapaat Touraniz, da gontañ dre fouge
An taolioù kaer ’oa deut gantañ ’b’oe ma touge
Glasluc’h, kentañ kleze houarn ’voe govelet.
P’ehanas, ne stourme ken Touraniad ebet,
Ha gant ur rann-galon e welis tro-war-dro
E oant holl pe baket, pe c’hloazet pe varv.

GWADOG
D’ar Red hon doa pleget : perak stourm en aner
Pa gave deomp e oa lazhet hon fenn-rener ?

KARNAK
Gwashoc’h eget lazhañ ’reas an den-se din ;
Biken n’aio diwar va soñj, tra ma vevin,
An doare divalav ’n em gemeras ouzhon
Ur wech echu da skeiñ, da youc’hal ha da son :
« Te, paotr bihan, ’mezañ, ’vit doare zo stummet
Gant ar bragerezhioù en-dro dit dastumet
Deus un tammig roue war an tammoù tud-mañ ;
Anez, e vije bet faout da glopenn bremañ.
Mennet em eus mirout, evel ul loenig bev
Sebezus da ziskouez, ken bihanik ma’z eo,
Ar seblant den a zo ’c’hanout ; da dammig penn
A vo lezet ganit, met ar blev diskempenn
A sav warnañ du ’vel an noz, reut ’vel saezhioù,
A ranko mont d’an traoñ ; ha da vragerezhioù,
Bete-goût ma sachfent warnout pe wall pe c’hloaz,
Me a zalc’ho ’ne dit ken ’vi ’n em gavet gwaz. »
Diframmet diwar va divrec’h ha va c’herc’henn
Ar bravigoù dispar e voe bet d’e perc’henn
A-viskoazh a-raok din pep roue kozh hon bro,
Nerzhveur a adkrogas en e c’hoarzhin garv,
Hag e lakaas gant un aotenner o tremen
Touzañ va fennad blev betek ar groc’henenn.
Neuze ’tichadennas ’c’hanon, hag o vezañ
Graet ur c’hoarzhadenn all : « Kae da vale, ’mezañ,
Gant da benn touseg bruzh e-touez ar voaled all ! »
C’hoant am boa da gregiñ, c’hoant am boa da yudal,
Ken kounnaret ma oan ; met gant stardañ va dent
E c’hallis mont didrouz ha mezhek gant an hent
Etre daou Gelt ramzel, roet d’e kevridi
Da gas ’c’hanon betek kloz ar brizonidi.

GWADOG
Ne vanjomp ket, na te na me, gwall bell er c’hloz :
Daou all ganeomp, pa oa tostik da greiz an noz,
Gant o c’hofad dour-mel kousket hon gedourien,
E savjomp prim diwar hon gwele douar yen,
Hag a lamm dreist ar c’hleuz, hag a red d’ar C’hoad-Meur.
Bravik oa bet graet c’hoazh ha deomp ha d’hon breudeur
O vezañ m’oa ganeomp lezet hon samm buhez :
Rak ar C’helt a gustum dibennañ didruez
An enebour a gouezh ’n ur stourm dindan e bav.

KARNAK
Neuze, Gwadog, te ’lak an dra-se ober brav :
Goapaat, laerezh an dud, ha taol war ur roue
Ur vezh ha na savo ken diwar e c’horre ?
Ar seurt traoù ’gavan-me gwashoc’h eget mervel ;
Hag anez ma klevan eus va c’hreiz o sevel
Ur vouezh o lâret din esperout ha gedal,
Me ’vije ’n em lazhet ’lec’h gouzañv kement all.
O ! ma teufe a-du ganin an Tonkadur,
Ma tegouezhfe va zro, gant pebezh plijadur
E welfen an den-se dindan va c’hrabanoù !
Ma vijen un herrad hepken e vestr, m’hen tou,
E c’houzañvfe ’n e vev eus va ferzh mil marv[,]
E paefe din mil gwech e c’hoarioù garv !…

Un tammig trouz a glever ’drek ar gwez.

Unan bennak aze ?

Hildeo a zispak, ur pezh chadenn houarn gantañ, hag a stlap anezhi war an douar.


2 fichfichal