Penaos e teuas ur gêriadenn da vezañ ul lanneg

Rumm
Kontadennoù & Danevelloù
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Bezañ ez oa ur wech – gwechall-gozh – ur gêriadennig hag a yae mat-sur an traoù enni. Doue a selle outi gant madelezh,hag e vousc’hoarzh a roe frouezh d’ar gwez, bokedoù d’al liorzhoù, hag eost fonnus d’ar parkeier...

Bokedigoù melen al lann treut, a zo bremañ el lec’h-se, a gomz a-wechoù etrezo eus an amzer dremenet, hep ma kredfent kalz ar pezh a lavaront... Evito ez an da zisplegañ an istor gwirion-mañ.

Sant Per ha Sant Paol a yoa un devezh oc’h ober ur bale dre ar bed evit gwelet penaos ez ae an traoù. N’eo ket, avat, rak m’oa hir o fri, me ho ped da’m c’hrediñ, ha nebeutoc’h c’hoazh evit kemeret o flijadur eo o doa c’hoantaet ober tro ar bed – daoust ha ne gaver ket en neñvoù peadra da leuniañ dreist muzul holl c’hoantegezhioù ar galon ? – dre aked evidomp-ni, o breudeur, eo ez oant aet en hent.

Nann, nann, kredit ac’hanomp, n’oa ket se ur blijadur evito : dilhad truilhennek a c’holoe saeoù alaouret daou vestr bras an ebestel ; war ar skoazioù-se hag a harp an iliz hag ar Feiz, an ebestel eürus a zouge sac’h rouz ar paour, karget a dammoù bara roet dezho dre aluzen. En o dorn ez oa ur vazh, evit en em zifenn ouzh ar chas ha n’o doa ket desket bevañ gant ar Garantez.

Ar glav o vezañ deuet da gouezhañ evel ma ra e Breizh-Izel, munut, stagus, hor sent, trempet betek mel o eskern a chomas a-sav er gêriadenn hon eus komzet anezhi e penn ar skrid-mañ.

Mont a reont da gentañ da skeiñ war dor an ti kaerañ ; ha setu an ozhac’h e-unan, Pinvidig e anv, o tont da zigeriñ.

Sent bras an neñv, evel peorien geizh, a c’houlenn an aotre da vont da gichen an tan evit sec’hañ o dilhad.

Pinvidig a gemer anezhgo evit klaskerien ; ha neuze an den kriz-se a lavar dezho gant ur vouezh rust ;

– It gant hoc’h hent, ha buan !... Ma n’en em dennit ket, va chas a ouezo bremaik ober deoc’h bale...

Ha setu neuze hor sent ker o vont gant an hent betek ar penn pellañ a gêr... En dro-mañ ez ejont da skeiñ war dor an disterañ ti plouz. Eno, en toull ti-se, e veve Fañch-kozh-an-Dienez. E anv hepken a lavar e pe stad edo. Hogen, hennezh da vihanañ a zo un den kalonek : Truez en deus ouzh ar beorien ezhommek, rak ma’c’h anavez mat o stad... Setu perak e lavaras dezho gant madelezh :

– Azezit va mignoned ; tostait da ziskuizhañ ha da sec’hañ ho tilhad. Bet ’on dres er mintin-mañ o klask keuneud er c’hoad.

Gant kalz a evezh e kemer neuze ur vriad skourroù munut er fagodenn liammet c’hoazh. Mezhek o vezañ n’halle ober gwelloc’h, e oa savet ar ruz d’e benn pa ginnigas Dienez d’an daou sant bras an nebeudig tammoù kreun dastumet gantañ diwar an aluzen.

– Ne labouran mui, emezañ oc’h huanadiñ, daoust ma’z eus c’hoazh kalon em c’hreiz... Kozh ’on ha mac’hagnet, evel a welit... hag ez eo ret din bevañ diwar aluzenoù an dud vat douget gant Doue da reiñ skoazell din...

Pa varvas an tan, Sant Per a savas o terc’hel c’hoazh en e zorn genaouad diwezhañ bara Dienez.

– Dienez, Dienez ker, emezañ, te a zo madelezhus... Roet ec’h eus deomp kement az poa bet da-unan ; ar pezh a yoa ret dit, paourkaezh ! Da garantez a zo gwirion ha divlam, rak m’her graez evit Doue ! Ra vo da feiz par dezhi ! Lavar... Roet e vezo dit hervez da c’hoant...

– Sanctus ! sanctus !... eme Dienez deuet da vezañ besteod oc’h anaout Sant Per. Hag e kouezhas war e zaoulin kozh, e benn stouet betek an douar.

Kennerzhet hag hardishaet un tamm bennak gant komzoù madelezhus an ebestel eürus, Sant Per ha Sant Paol, setu ar paour oc’h en em lakaat da gomz :

– N’em eus, sent vras, netra ken war an douar-mañ... nemet ur wezenn avaloù. Nebeut eo kement-se ; dont a reer a-benn koulskoude da laerezh diganin he frouez. Kerkent ha ma vezont dare, un dudi o gwelet ken melen, ma ve c’hoant d’o debriñ kroc’hen hag all – petra ’c’hellan-me ouzh kement-se ? – Ac’hanta, setu e teuer d’o laerezh endra ma redan ar c’harter o klask va zammig bara. Mar plij ganeoc’h, sent ker, ha mard eo ho madelezh a-du gant-se, grit na c’hello ket diskenn hep va aotre an neb piv bennak a savo er wezenn evit laerezh va avaloù... Evel-se me a ouezo piv a zo o laerezh ac’hanon, hag ho santelezhoù o devo graet evidon kant ha kant gwech all muioc’h eget n’em eus graet evito.

– Ra vo klevet da c’houlenn, paourkaezh !

– Ra vezi benniget, paour madelezhus !

Hag o lavaret kement-se Per ha Paol a yeas diwar wel, o lezel Dienez leun-barr e galon a feiz hag a levenez.

...................................

Setu deuet an diskar da veleniñ ar glasvezh ha da reiñ liv fresk da avaloù Dienez. Hag o welet anezho ken brav d’an daoulagad ha ken avius d’ar genoù, evel n’oant ket biskoazh, ar paour a lavare :

« A ! a ! pebezh eurvad ! gellout a rin eta er bloaz-mañ tañva avaloù, va avaloù melen ! »

Ur mintinvezh, Dienez a deue laouen eus e di plouz o frotañ an eil ouzh egile e zaouarn du kaledet ha distumm. Krediñ a rae e oa dare a-walc’h e avaloù hag e c’helled o diskenn evit o gorren.

– Asa, petra ’c’hoarvez gant ar skourroù-se ma’z eus kement a vrañsell enno ? An aezhenn a zo ken skañv evel pa ne vije ket ur mouch avel.

Ha setu Dienez o tibikouzañ e zaoulagad yaouankaet gant ul luc’hedenn a fouge... Ha petra ’wel oc’h en em zastum en delioù !... An aotroù Pinvidig !... Ya, ya, eñ e-unan ; na muioc’h na nebeutoc’h, ne lavaran ket a c’hevier, na ne ran !

Hag eñ oc’h esa diskenn, na petra ’ta ; en aner avat !

– Santez Anna ! eme Dienez, ha c’hwi eo eta, ur pinvidig eveldoc’h, a deu da laerezh nebeud ar paour ?... Mat, me ’lavar deoc’h, hepdale holl kêr a ouezo ez oc’h laer !...

Ha Dienez ac’hano d’an daoulamm... Hep truez ouzh ar pinvidig – n’oa ket dellezek a druez – e c’halv holl dud kêr, bras ha bihan, da zont betek e wezenn avaloù.

An holl a hopas war an aotroù Pinvidig : hemañ piz ha digalon, n’oa deuet mat gant den ebet. Den ne gare anezhañ.

Mezhek evel ul louarn hag a vije bet tapet gant ur yar, Pinvidig a bed hag a asped Dienez da reiñ dorn dezhañ da ziskenn eus e glud.

– Me ho paeo, emezen, an dour en e zaoulagad – Ar pinvidig lorc’hus a yoa deuet da vezañ izel-galon evit ur pennad – me ho paeo kement ha ma kerot evit ar frouezh laeret ganin diwar ho koust ; hag ur yalc’had vat a arc’hant ho pezo zoken war ar marc’had.

Ha Dienez da hejañ e benn evit lavaret nann.

Pa deuas an noz da guzhat al laer ouzh daoulagad kêriz e kounnar, neuze hepken eo e roas Dienez aotre dezhañ da ziskenn. A-raok avat e prezegas dezhañ evel-henn :

– Ne c’houlennan netra diganeoc’h evit an dro-mañ, aotroù Pinvidig ; arabat e ve deoc’h avat dont ken dre amañ, pe e chomot e-touez an avaloù-se a blij kement deoc’h.

Ken buan e tiskennas ma oe darbet dezhañ terriñ e c’houzoug ; kement-mañ a dalvezas dezhañ da viret eñvor eus gwezenn-avaloù Fañch-kozh-an-Dienez. Ne savas mui enni, daoust pegen c’hwek e seblante an avaloù bezañ d’ar genoù...

***

Setu un devezh Fañch kozh o kouezhañ klañv-bras. Evel n’oa den da reiñ dezhañ ar pezh a vije bet ret, ha dreist-holl rak m’oa merket dezhañ evel-se gant Doue, an Ankoù ne zaleas ket da zont d’e welet.

– Deuit, Tadig-kozh, emezañ gant e vouezh pounner, ret eo deoc’h dont da’m heul... Prest ’oc’h ?

– Va mignon, eme ar c’hlasker gant ur vadelezh dispar, krediñ a c’hellit ’on prest da zilezel ar bed-mañ ha ne gasin netra anezhañ ganin, hag e lec’h ivez ne lezin nemeur a dra war va lerc’h... Ned a ene ebet kuit koulskoude hep kaout ur mennozh diwezhañ, ha n’em eus va hini, daoust pegen iskis bennak e c’hellfec’h kavout an dra... Mont a ran da c’houlenn diganeoc’h ober ur vad diwezhañ evidon. Ho kalon vat ne lavaro ket nann din, rak ne c’houlenno ket kalz a amzer diganeoc’h, n’eo ket diaes kennebeut da ober, hag ouzhpenn-se, plijadur a reot d’ur paourkaezh den... Aze dirak va dor ez eus ur gaer a wezenn, melen aour gant an avaloù a zo enni... Va avaloù ker... C’hoant am befe d’o zañva c’hoazh ur wech a-raok tremen, hag ho pedan da gaout ar vadelezh da vont da gerc’hat unan vrav din.

– N’eo ken ?... eme an Ankoù. Ur wechig an amzer e plij din ober vad da’m nesañ... diouzhtu, dreist-holl, paourkaezh Dienez.

Hag eñ o vont buan d’ar wezenn hag o sevel war ar skourroù... Pa reas diskar ar wezenn ; hopal, pediñ, aspediñ a reas evel un diskiantet... Koll a reas e boan : ar Marv e-unan a zo ret dezhañ plegañ d’ur galloud all trec’h d’e hini.

Gervel a rae Dienez a-bouez-penn ; Dienez avat a yoa bouzar, ha neuze, ne rae netra evit klevet mouezh torret an hini a yoa deuet d’e welet.

– A ! Dienez ! va mignon Dienez ! eme ar Marv, lez ac’hanon da vont gant va hent ; kement am eus da ober ma ve diaes-bras din koll an disterañ tamm amzer.

– Brav, brav eo an dra-se, eme ar paour, graet e soñj gantañ da reiñ respont d’ar Marv. C’hwi a c’hell kaout mall da vont kuit ; me, avat, n’em eus ket !

– Touiñ a ran dit da lezel en dro-mañ ; ouzhpenn-se, mar am lezez da ziskenn, ne deuin tamm war da dro e-pad an dek vloaz kentañ.

– Dek vloaz ?... Petra eo dek vloaz ?... Ur pezh kaer, avat !... Me a fell din chom bev betek ar varn diwezhañ... Ma roit an dra-se din, c’hwi a vo dishual...

– Ra vezo graet hervez da lavar, Dienez, paotr kozh diskiant ! Chom a ri betek an dismantr eus ar bed...

Ha neuze, an Ankoù, kounnar vras ennañ, a zilammas eus ar wezenn o sevel e falc’h evel evit gourdrouz. Kement a zroug a yoa ennañ ma tiskaras pep tra war e hent : tud, tiez, gwez...

Ar ger-se, ken laouen, a yoa deuet da vezañ ul lanneg. Ne chomas enni nemet... Dienez.