al Lodenn VII a c’hoarier

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1912
Remarques
Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

En un tachad bennak arall a balez ar roue Herod.
Ar re a c’hoari el lodenn-mañ : Jonathan, Onkelos, Hanan, Gamaliel, Simeon, beleien, doktored, ur servitour eus ar palez.

 
JONATHAN en un arru gant Onkelos, Hanan ha Gamaliel.
’Vel-se, kavet hon eus ar Mesi.
 
ONKELOS
                                                        Ar Mesi ?
 
JONATHAN
                                                                         Simeon
En deus eñ tuchant mem’ stardet war e galon.
 
ONKELOS souezhet, HANAN, gant disprizañs
Ha !…
 
GAMALIEL o pouezhiañ war bep ger
             Simon a zo ur profed.
 
ONKELOS
                                                     Ya.
 
JONATHAN
                                                            Ama,
Ur v[a]ouez yaouank zo deut d’an tampl ar mintin-mañ,
Ur v[a]ouez yaouank savet a lignaj hor rouanez,
A zo deut da ginnig he c’hrouadurig da Zoue,
Simeon en deus-eñ savet a-benn d’an neñv
En ul lâret d’an holl : « Ar Mesi, setu eñ. »
 
ONKELOS hag HANAN
Ha !
 
GAMALIEL
        Simeon a zo ur profed.

Da Simeon arruet gant daou pe tri arall.

                                                  Mestr, gwir eo
Enta ar pezh a lâr Jonathan… ho pefe
Dalc’het en ho taouarn, hiziv mem’, ar Mesi ?
 
SIMEON
Ya, douget em eus eñ war ma divrec’h, m’hen tou[i].
 
HANAN
Met peseurt merk en deus graet deoc’h hen anavet ?
 
JONATHAN
An aeled a zo deut, an noz m’en deo ganet,
Da lâret an doare d’ar vugulion kousket
En-dro da Vethleem…
 
HANAN
                                          Hag hini n’en deus bet
Ar soñj da gas kemenn eus ur burzhud ken bras
Deomp-ni, ar veleien… din-me ar beleg-bras ?
 
ONKELOS
Bugulion en deus int klevet ha nompas ni ?
 
SIMEON
Ya, hag ar vugulion, hep doujañs a fari,
Diouzh ar merk en devoe roet an aeled dezhe,
En deus klasket kentizh Mesi an Aotroù Doue.
 
JONATHAN
Ha kavet o deus eñ.
 
ONKELOS
                                      E-men, mar plij ganeoc’h ?
 
JONATHAN
War ar plouz, en ur c’hraou biskoazh diskonfortoc’h.
 
HANAN
Ar Mesi en ur c’hraou !… Pa vefe un arall
’N em gav’fe da lâret din kement arall,
Ha nompas c’hwi, un den gant an holl istimet,
Me c’hoarzh’fe, sur mat, gant plijadur.
 
SIMEON
                                                                       C’hoarzhit*,    [W Hoarhet]
Mar deo ho soñj, met me, me ouel’fe kentoc’h
P’n em lakan da soñjal penaos diwezhatoc’h
Ar c’hrouadur-se em eus douget war ma divrec’h
A vo dizanavet, gwasket dindan ar mezh,
Añjuliet, kasaet ’vel un den dañjerus,
Lakaet d’ar marv daousto d’e vuhez burzhudus,
Ha kement-se newazh a zo merked reizh mat
Er Skritur…
 
HANAN hag ONKELOS, re all c’hoazh
                       Er Skritur ?
 
SIMEON
                                             O lenn a rit moarvat ?
Petra ! Ho micher eo o deskiñ d’ar re all
Ha ’vit sellet enni c’hwi a seblant bout dall !
C’hwi, doktored abil, beleien, n’hoc’h eus ket
BIskoazh lennet enta en hol levrioù sakret
Penaos ar gwir Mesi a z’le bout goapaet,
Choket ha milliget ; e zaouarn hag e dreid
Treuzet gant tachoù lemm, e eskern niveret,
Ha goude ma vo marv e zilhad lodennet
Ha tennet d’ar bilhoù ?…
 
JONATHAN
                                               Kement-se zo skrivet.
 
SIMEON
An holl a gaoz dezhañ a vo skandalizet
Pa vo disprizetoc’h ’vit n’en deo ar preñved.
 
ONKELOS
Ar Mesi a c’hort’an*, me ha ma c’honsorted    [c’hortozan]
N’en deo ket hennezh eo… Hennezh a vo Mesi
Ar re paour, ar re gwan met pas hor Mesi-ni.
Hor Mesi-ni a zeuy, pa vo arru an eur,
Douget war ar c’hogus ha gronnet a splannder,
Da denniñ ar Juived a-zan* bili ar re   [pe a-zindan]
En deus  int gounezet ha gwasket hep truez.
En etretant, laoskomp ar c’hrouadur-se, ganet
En ur c’hraou, da greñvaat, e peoc’h, tra ma vo ret.
 
HANAN deboner
Ya, ne soñjomp ket mui ennañ, mar plij ganeoc’h.
Kredomp… Ne gredomp ket… ne vimp ket pinvi’koc’h*.   [pinvidikoc’h]
Mar deo eñ eo ar gwir Mesi ’vel ma lârit
Eñ hen diskoy* un deiz.   [diskouezo]
 
ONKELOS
                                           Ya, p’en devo kresket.
 
SIMEON
’Vit ar c’halonoù pur emañ deut hag ivez
’Vit holl an eneoù en deus vad-volontez.
 
HANAN
Ur Mesi hag a vo ’vit an holl ?
 
SIMEON
                                                      Perak pas ?
Doue a zo deut da vout tad an holl p’o c’hroueas.
 
ONKELOS
Ur Mesi hag a roy al lezenn, eñ hepken ?
 
SIMEON
Lezenn Moiz n’en deo ket graet ’vit birviken.
 
HANAN
Hag a glasko gounit ar bobl hag hen tenniñ
A-zan* hor mestroni ?    [a-zindan]
 
SIMEON
                                        Ne rit ’met hel lorbiñ.
 
HANAN gant ur gounnar brasoc’h pe bras
Hag a draiso enta relijion hon tadoù,
Hag a werzho hep mezh ebet e gredennoù ?
 
SIMEON gant tristezh
Eñ a vo traiset ha gwerzhet drezoc’h-c’hwi.
 
HANAN
Ni her gray mar be ret ’vit gouarn hor mestroni.
 
SIMEON
Hini ne vo souezhet : lazhet ho peus dija
Ar brofeded.

HANAN
                       Gwell eo ma varvo unan, ya,
Unan hepken, kentoc’h ’vit an holl.
 
SIMEON
                                                                Ha mard eo
Mab Doue eñ-mem’ e lak’fec’h d’ar marv ’vel-se ?
 
HANAN
Ho Mesi, klevit mat, — me ’lâr deoc’h ma soñj-me —
Mard eo ganet ’vit bout Mesi ar baourentez,
’Vit bout roue, met ur roue a netra, hep arme,
Hep nerzh, hep rouantelezh, dreist pep tra ma vefe
E soñj sevel ar bobl ’enep deomp… hep truez
Ni hel lakay d’ar marv bout ma vefe mab Doue.
 
SIMEON
Mar kouezh e wad warnoc’h hag ho pugale !
 
HANAN
Promesoù Doue hon eus ’vit an eternite !
 
SIMEON
Promesoù Doue hoc’h eus, ya… ha c’hwi a vevo !…
Tra ma pado ar bed, e kement lec’h a zo,
Ar Juived divroet a yay, met ne vint ket
Mui allaz, ’vel hirie en deo, ar bobl choazet,
Ar bobl hag a heuli — e zaoulagad savet
Gantañ a-benn d’an neñv — hent ar promesaoù kaer,
En ul lezel stlejad e splannder war e lerc’h.
Mont a rint dirakte, o fenn pleget izel,
Distroet o soñj a-zioc’h ar madoù eternel,
Aheurtet o c’hortoz ur Mesi dija deut*    [W deit]
Hag o c’houlenn perak Doue en devo int skoet*    [W skoeit]
 
UR SERVITOUR eus ar palez
Deu’t, tudchentil, mar plij ganeoc’h, ar roue ho ped
Da zont da gomz dioutañ.
 
HANAN
                                              Ar roue ra vo meulet.
 
War e lerc’h, holl ar veleien hag an doktored a ya kuit.
 
    SIMEON e-unan
 
Ma Doue, c’hwi hag en deus roet din hirie ar joa*    [W joé]
Da zoug war ma divrec’h ho Mesi, grit, ma Doue,
Ma varvin a-raok ma ray ho pobl an torfed
En deus en o levrioù merket ar brofeded.
Hini ne me selaou… achu eo ma labour,
Ma Doue, deu’t… deu’t da glask ene ho servijour.