al Lodenn III a c’hoarier

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1912
Remarques
Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

War ar maezioù. Gwelet a reer pellik-mat Bethleem. Noz eo.
Ar re a c’hoari el-lodenn-mañ : LABAN, SAMUEL, AZARIAS, HADAR, UN AEL, AR GWALL-SPERED, RUBEN hag e vab, bugulion bras ha bihan.
Da gentañ n’en deus ket war ar c’hoariva ’met

 
LABAN azezet war ur roc’h, a-gleiz
Hiraet en deus ar waskedenn* diouzh ar menez.    [ar skeud]
 
SAMUEL en un arru
Skuizh ’on.
 
LABAN
                    Skuizh ’out, ma mab ?… ’Vit skuizhiñ kement-se,
Petra e teus-te graet enta e-pad an deiz ?
Gouarn an deñved ?
 
SAMUEL
                                     Touziñ ul lod bras anezhe.
Gloan bras em eus serret, sellit ’ta, ha gloan tev.
Dilhad tomm a vo graet anezhe.
 
LABAN
                                                           Ya, ’vit piv ?
 
SAMUEL
N[e] ouzon ket : ’vidon pe ’vidoc’h-c’hwi marse,
Peotramant ’vit ar paour kentañ a dremeno
Hanter-noazh etalomp.
 
LABAN
                                           Ha !… Doue da vennigo,
Ma mab, ’vit ar gomz-se !… ’N em sikour a zo ret.
Setu petra a soñj an neb en deus bevet
Pell amzer… ’N em sikour !… ’N em gariñ a vefe
C’hoazh gwell… Piv a roy deomp lezenn ar garantez ?
 
SAMUEL
Ar Mesi.
 
LABAN
                 Ya, ma mab, ar Mesi… Gort’omp* eñ    [gortozomp]
Hep skuizhiñ, hep gwanaat, gant an hiraezh brasañ,
Rak dont a ray kent pell…
 
AZARIAS
                                               Mestr, an noz a ziskenn.
Mall e vo ’n em dolpiñ, me ’gred, ’vit ar bedenn.
 
LABAN
Ya, gwir eo… ’N em dolpomp-holl enta, ’vel bemdez,
’Vit ho trugarekaat hag ho meuliñ, ma Doue.
 
Kleviñ a reer ar c’horn-boud o kornal ha kent pell ar vugulion tolpet a gan ar bedenn-noz.
 
UNAN hepken
    Setu kouezhet an noz didrouz war ar maezioù,
    A-benn d’an Aotroù Doue savomp hon eneoù,
    ’Vit ar grasoù en deus roet deomp e-pad an deiz,
    Lâromp dezhañ, a-greiz hor c’halon, trugarez.
 
HOLL AR VUGULION
    Trugarez deoc’h, o Doue karantezus,
    Trugarez deoc’h en devout hon gouarnet
    E-pad an deiz diouzh an droug divourrus
        Yac’h a gorf hag a spered.
 
AR VUGALE
    Lakeit an neñv d’n em zigor, o ma Doue,
    Hag ar glizh-noz d’n em strew war ar parkoù*    [W parkeu]
    Hag ar Mesi a ziskenno marse
        Pa welo ar gwez e bleuñv*.    [W bleu]
 
HOLL
            Amen !
 
UNAN hepken
    Bremañ p’hon eus pedet Mestr an noz hag an deiz
    Da c’houarn en hon ene hag hor c’horf ar vuhez,
    Holl astennet war an douar gant an neñv ’vit toenn,
    En hor skeudoù* laoskomp ar c’housked da ziskenn.    [W skendeu]
 
AZARIAS
Ya, pep unan d’e du deomp holl da glask ul lec’h
’Vit lakaat hor memproù dinerzhet da ziskuizh*.    [W zichuéh]
 
HADAR
Henoazh n’em eus ket-me c’hoant ebet da gousket.
Forzh eus* me chom’fe tro an noz da sellet    [volontiers e galleg]
Ar stered o splanniñ ken don a-dreist ma fenn.
Lugernus, war bep tra, o klêrder a ziskenn
Hag a lusk a splannder an traoù divalavañ,
Un douster vras a gouezh an noz-mañ eus an neñv.
 
AZARIAS
Gwir eo, Hadar… Newazh, daousto da gement-se,
Daousto da splannder gaer ar stered, me ’venn-me,
Tra ma vo da lagad lemm o furchal an noz,
Kemer ar gwellikañ ma ’chellin ma repoz.
Traoù er-walc’h al labour em eus bet tro an deiz,
C’hwezet en deus paot-mat* ma c’horf ha skuizh bras eo.    [un tamm mat]
Kousket a venn, kousket a ray, tra ma karo.
Ne vo ket ’met ar gouloù-deiz hen digousko.
Perak nepas ober ’veldon, Hadar ?
 
Ar vugulion en deus ’n em strewet du-hont ha du-mañ ’vit kousket. Ne chom ket mui war sav ’met Hadar, Azarias ha Laban.
 
HADAR
                                                               N[e] ouzon ket.
Sellet an neñv ’vel-se a zistan ma spered.
Ma faourkaezh korf ivez newazh a zo gwall skuizh*.    [W chuéh]
Ret eo bet her gwaskiñ hardizh tro an devezh,
Da vintin, klask figez, o lakaat da sec’hiñ*,    [W séhein]
D’enderv, troc’hiñ gwinizh divañch-kaer ha c’hwez-brein.
Ne vern, kavet a ran penaos ne c’hellin ket
Kousket henoazh dirak un noz ken sterennet.
N[e] ouzon ket petra em eus, krediñ a ran
Ken splann ’vel ma luc’hit, o stered eus an neñv,
E arruo kent pell, n[e] ouzon ket petra,
Un dra bennak souezhus ha kaer er c’horn bro-mañ.
 
LABAN
Setu gwerz zo, ma mab, ya, ya, setu gwez zo
E klevan-me lâret gant tud koshañ ar vro
E tosta an amzer a c’hort’as* hon tadoù,    [evit c’hortozas]
A-choude n[e] ouzon pegement a vloazioù,
’Vit gwelet en hor mesk an hini a z’le*   [W zeli]
Degas deomp, a-berzh Doue, ar peoc’h.
 
HADAR
                                                                        Piv ?
 
LABAN
                                                                                  Ar Mesi.
Ar Salver a c’hort’omp… Na pezh ul levenez,
Na pezh un eurusted ’vidon, mar plij gant Doue
Hen degas en hor mesk, kent pell, ha ma c’hellin
Her gwelet, ur momand a-wael, kent ma varvin.
 
HADAR
An noz-mañ a zo dous ’vel an nozioù dousañ.
’Vitañ e splann kement ar stered eus an neñv
Henoazh marse ?
 
AZARIAS hag en deus achuet kempenn e wele
                                Te ’gred ? ’Vitañ pe ’vit un all.
Tra ma vo war an douar o sklêrder o teval,
Chomit aze, ho-taou, da c’hortoz, mar karit*.    [W karet]
’Vidon-me c’hoazh ur wech gwell eo ganin kousket.
Sellit, n’en deus ket mui dihun ’medomp hon-tri.
War ar bratell, etra ma deñved ha ma c’hi,
Ez an, mar plij ganeoc’h, da glask ivez ul lec’h
’Vit bout warc’hoazh tuet mat d’al labour ha diskuizh*.    [W dichuéh]
Nozvezh vat deoc’h ho-taou.
 
LABAN hag HADAR
                                                     Nozvezh vat, Azarias.
 
Azarias ’n em denn a-gostez da gousket.
 
HADAR
Setu : kousket, debriñ, kousket en-dro… Allaz !
Met petra eo enta ar c’horf hep an ene* ?    [W inean]
Petra eo an douar-mañ ken teñval hep an neñv* ?    [W nean]
Eus an neñv e tiskenn ar yec’hed, ar splannder,
D’an deiz, an heol, d’an noz, ar stered hag al loar*.    [W loér]
Perak ’ta ’n em soursi eus an douar kement-se ?
En neñv hepken e kav ar spered e vuhez.
Tra m’en deo ar stered a-dreist deomp o splanniñ,
Tra m’en deo an avel ken dousig o c’hwezhiñ
War an traoù tro-ha-tro, tra m’en deo kaer an noz,
Bout m’en deo skuizh ar c’horf hag o c’houlenn repoz,
Dalc’homp enta hon daoulagad savet d’al laez
Ha Doue en hor c’halon a ziskenno marse.
 
LABAN
Komz a rez mat, Hadar ; ur follezh a vefe
Chom henoazh da c’hortoz bet’ ar mintin ’vel-se,
Bemnoz, ar pezh a vo gwelet, hini ne oar*    [W oui]
Na pegoulz, ne penaos, nag e-men*, nann, hini.    [KLT pelec’h]
 
HADAR
Newazh un vouezh a gomz ennon hag a lâr din
Chom henoazh dihun-kaer, tad kozh, ha chom a rin
En despet d’ar fatig a bouez war me divskoazh*    [W diskoé]
Rak n’en deus ket netra kreñvoc’h ’vit ar vouezh-se.
 
LABAN
’Vel ma kari, ma mab. ’Vidon-me n’en don ket
Mui sonn er-walc’h ’vit chom ken pell-se hep kousket.
N’em eus ket mui an nerzh em boa em yaouankiz.
 
HADAR
Nozvezh vat deoc’h enta, tad-kozh.
 
LABAN
                                                                Nozvezh vat dit*,    [W t’is]
Hadar.
 
HADAR
             Kousket ’int razh, pep unan en e lec’h,
An dud hag al loened… Na pezh ken dous e c’hwezh
An avel-noz !… Netra ne voulj… kousket mat eo an douar.
Skuizh ’on… Me ’gousk’fe forzh eus* ivez.    [e galleg volontiers]
 
AN AEL
                                                                            Hadar !
 
HADAR
Klevet em eus ma anv… Piv en deus ma galvet ?
Kredet em eus… Met pas… Newazh ne gouskan ket.
 
AN AEL tostoc’h
Hadar.
 
HADAR gwelet a reer an ael o lugerniñ
              Ha ! klevet ma em eus…Ma Doue, ma Doue,
Dirak ma daoulagad petra a welan-me ?
Un dra gwenn ’vel an erc’h ha ken splann ’vel an deiz.
O spered lugernus na pezh ken brav ’out-te !
Komz ’ta… kreniñ a ran diouzh da welet ’vel-se,
Rak n’en don ket, allaz, ’met ur paourkaezh pec’hour
Tonket da vout flastret dindan troad ar Barnour,
Met p’em bo da glevet o komz, ma ’gav ganin
Penaos me ’arsavo kentizh mem’ a zoujin.
 
AN AEL
Ne zoujit ket ; deut ’on da lâret deoc’h emañ
Diskennet ar Mesi en ho mesk an noz-mañ.
 
HADAR
Perak ne lârit ket an doare-se d’an holl ?
 
An ael n’em goll a-nebeudigoù en teñvalded.
 
Er c’hogus eus an neñv, ho ! m’ho kwel diouzh ’n em goll.
Ho ! n’ho kwelan ket mui, allaz, splannder hep par.
Perak n’en doc’h ket-c’hwi diskennet war an douar ?
Gwelet a raen tuchant ar stered o splanniñ.
N’en deus ket mui ’met teñvalded tro-ha-tro din.
Azarias !
 
AZARIAS o tigousk
                 Petra ’zo ? Ne splann ket c’hoazh an deiz ?
Perak, Hadar, perak hon digousk kenkoulz-se ?
 
LABAN o tostaat
Ya, petra zo, ma mab ?
 
HADAR
                                           O na kaerat un dra
Em eus gwelet, tad-kozh.
 
AZARIAS
                                               Ne welan-me netra.
Al loar a strew du-hont a-dreist ar menezioù
He sklêrder war an douar morgousket ; ar c’hoadoù
Teñval a zo didrouz ; loen ebet ne voulj ket ;
An deñved hag ar chas, razh emaont gourvezet.
N’en deus perchañs hini dihet*… E gwirionez,    [evit dihunet]
Pe soñj a zo deut dit d’hon digousk kenkoulz-se ?
 
HADAR
Gwelet em eus un ael du-hont hag her c’hlevet
O lâret : « Ganet eo an hini a c’hort’et*. »    [evit c’hortozet]
 
LABAN
Un ael, Hadar ?
 
AZARIAS a-gostez, da Laban
                             Un soñj eus e spered moarvat
En deus kemeret korf dirak e zaoulagad.
 
LABAN
Ya, huñvreet e teus ?
 
HADAR
                                     Digousket mat e oen.
’N em zigoret en deus an neñv hag un ael gwenn,
E-kreiz ur splannder bras, en deus n’em ziskoue’et* din.    [diskouezet]
N’ach eus ket her klevet enta diouzh ma galviñ ?
 
AZARIAS
Nann, n’hon eus ket klevet netra, me na hini.
 
HADAR
Ho ! te, ne glevez ket biskoazh ’met mouezh da gi,
Ha da spered a zo re wan a zivaskell
’Vit niijal bet’ an neñv ; kouezh a ra ’vel ar pal*    [W pel]
War an douar pa wenter ar gwinizh el leur vras.
Met… selaou… ne glevez ket c’hoazh keit, Azarias ?
 
AZARIAS
Nann, netra tro-ha-tro ne gomz, nag an avel,
Nag an evned kousket, nag ar c’hoadoù teñval*.    [W tioél]
Ar flankennoù a c’houarn gante mouezh o gwazhioù,
En neñv netra ne splann a-dreist ar menezioù.
 
HADAR
Gwazh a se mard oc’h dall ha bouzar war un dro !
Komz a ran deoc’h newazh hep gaou hag hep distro.
Ar pezh em eus gwelet n’en deo ket un huñvre ;
Gwelet em eus, klevet em eus, e gwirionez,
Un ael — un ael gwennoc’h ’vit an erc’h d’ar goañv*,    [W gouian]
Lugernusoc’h ’vit holl ar stered eus an neñv* —    [W nean]
O komz hag o lâret : « Ganet eo ar Mesi. »
Kement-se, Azarias, a zo gwir ha m’hen tou[i].
Me ’dou dre ar stered a splann a-dreist ma fenn,
Dre al loar-se kuzhet war-dreñv ar gogusenn,
Dre ar menezioù-hont, dre ar parkoù digor,
Dre an neñv, dre an douar, dre ar gwez, dre ar mor,
Dre razh ar pezh a wel ma lagad tro-ha-tro,
Dre ar pezh en deus hon tadoù anvet o bro,
Dre ar re varv a gousk en douar-mañ benniget
Hag en deus, en hor raok ha ’veldomp, hunanadet
O c’hortoz ar Mesi… Me ’dou emañ ganet.
Me ’dou n’em eus ket lâret gaou na huñvreet.
Me ’oar piv eo hennezh ’hon galv ha mont a rin
Bout ma vefe da benn ar bed d’hen adoriñ.
N’em eus ket ’n em dromplet, gwelet em eus an ael.
 
LABAN
Eurus ar re a glev, eurus ar re a wel !
 
HADAR
Met ken eurus ivez, tad kozh, an neb a gred
Hep en devout biskoazh na klevet na gwelet.
 
LABAN
Petra a faot enta ober ?
 
HADAR
                                          Donet ganin
Da welet ar C’hrouadur a z’le hon salviñ,
Da gas un dra bennak dezhañ eus hor madoù
Ha da greñvaat dre ur feiz sonn hor c’halonoù.
 
LABAN
Komzet e teus a-benn gant kement a galon
Ma ne faot ket din mui, Hadar, bout direzon.
Venniñ a ran ivez digor ma daoulagad
D’ar wirionez… Me ’gred… me gred… a galon vat.
 
AZARIAS
Ma Doue, n’en don ket-me falloc’h ’vit ar re all.
Sur er-walc’h me zo bet bouzar, me zo bet dall
Met da gomzoù, Hadar, en deus ma gounezet.
Ar wirionez a splann bremañ e m[a] spered,
Ha prest ’on da’z heuli mem’ dirak penn ar bed.
P’en deo gwir en deus ael an Aotroù Doue komzet.
 
HADAR e zivrec’h astennet
Mont a rimp a-benn deoc’h enta, krouadur hep par.
En hor mesk ne vo ket hini dall na bouzar.
Selaou a rimp ar vouezh a zo deut eus an neñv*    [W nean]
D’hon galviñ eus ho perzh, o krouadurig bihan,
Ha kinnig a rimp deoc’h a-vremañ hor c’halon,
Doue an dud paour, o Doue kuzhet ar vugulion !
 
UN AEL
 
    Tud a volontez vat, digouskit, digouskit !
    Ganet eo an noz-mañ an hini a c’hort’it*.    [c’hortozit]
 
AN AELED
 
        En ur c’hraou, e-mesk al loened,
        Deu’t da welet Salver ar bed.
        En ur c’hraou e-mesk al loened
        An neñv a-benn zo diskennet.
 
AR VUGULION o tigousk hag o sevel
 
        E-kreiz an noz kleviñ a reer
        Mouezhioù an aeled o kaniñ ;
        E-kreiz an noz kleviñ a reer
        Kan an aeled a gêr da gêr.
      
Petra a zo arru, Hadar ?
 
HADAR
                                            Ne glevit ket ?
Ganet eo ar Mesi ; deomp enta d’her gwelet.
 
AR VUGULION
E-men* ?    [KLT Pelec’h]
 
HADAR
                   Hini ne oar. Ne vern, deomp gant an hent,
An Aotroù Doue a ra sklêrder d’an neb a sent.
 
LABAN
Ya, deomp holl war un dro ha kinnigomp dezhañ*    [W dehon]
Feiz gredus hor spered, karantez hor c’halon.
 
UN AEL
 
        E Bethleem emañ ganet,
        En ur c’hraou e-mesk al loened.
 
AN AELED
 
    A-benn da Vethleem kerzhit holl, bugulion,
    Dre ar flankennoù don ha leun a deñvalded.
    Kerzhit da glask d’eno tommder ’vit ho kalon
            Sklêrder ’vit ho spered.
 
    A-benn da Vethleem kerzhit holl, a-vandenn,
    Da welet an Doue deut da vout den evidoc’h.
    Ne c’hell ket anezhañ kaer en devo diskenn
            ’N em lakaat izeloc’h.
 
Ar vugulion a ya kuit.
 
AR GWALL-SPERED e-unan ; gwisket eo ’vel un den kozh, hervez mod ar vro.
Tan ruz !… Petra en deus kanet an aeled-se ?
Ar c’hrouadurig ganet henoazh hag eñ ’vefe
An doue deut da vout den, ar Mesi e c’hort’ont*,    [W hortant, c’hortozont]
Em eus me-mem’ gort’et* e klevet kant ha kant,    [c’hortozet]
Holl ar bloazioù o kouezh e puñs don an amzer ?…
Hag ar c’hrouadurig-se a vefe… ar Salver ?
Bete-bremañ mab den n’en deus bet ’met ur roue,
Me !… Me, roue an ifern ha roue an douar ivez.
Doue en deus eus an neñv me forbannet un deiz ;
Daouhanteret em eus e rouantelezh gant Doue.
Dezhañ an neñv, din-me an ifern hag an douar.
Kentizh ma faot dezhañ muioc’h eñ ’gav e bar.
E bar ?… Ya, marse gwell… Kent pell ni her ouezo
Rak an eur a dosta ha kent pell e sono
Ma vo gwelet mab Doue hag an diaoul o c’houren
Hag an diaoul a lazho mab Doue deut da vout den.
Setu o tont du-hont ur paourkaezh eus ar re
A ya da Vethleem o soñjal kavet Doue.
Atersomp eñ… Ne c’hell ket anezhañ gouzout*    [W gouiet]
Penaos emañ an diaoul a zo ’vel-mañ gwisket.
 
Ruben hag e vab a zisoc’h eus ar c’hoariva.
 
D’e-men* enta, ma zud vat, ez it-c’hwi ’vel-se ?    [KLT Da belec’h]
 
RUBEN
Ez omp da Vethleem da adoriñ hon Doue
Ganet, an noz-mañ mem’, war ar plouz, en ur c’hraou,
’Vel m’en deus aeled kanet war ar maezioù.
 
AR GWALL-SPERED
Petra ?… Un Doue ganet en ur c’hraou ! Na bravat*    [W braùet]
Ur sorbienn en deus kanet deoc’h an aeled !
Kredit-me, ma c’haezh den, graet a zo goap a’noc’h.
Ya, ya, kerzhit en-dro d’ar gêr, hep klask pelloc’h.
 
RUBEN
Aotroù, ’vit ober goap a gaezh tud ’veldomp-ni
N’en deus ket den ebet fall er-walc’h, nann, hini,
E-mesk ar vugulion a vev tro-ha-tro deomp*.    [W d’emp]
A-du-’rall, gouzout mat a reomp penaos ez oamp*    [oemb]
Dihun kaer, hon-daouig, pa gomzas an aeled
A-dreist ar park ma c’houarnemp a-barzh hol loened.
 
AR GWALL-SPERED
Ha kas a rit un dra bennak d’ar c’hrouadur-se ?
 
RUBEN
Ya, sellit : un tamm amannenn a gasan-me.
Ma mab a zoug dezhañ unan eus ar c’houlmi
En deus graet o neizhiad diouzh mogerioù an ti.
 
AR GWALL-SPERED
Mat a rit, ma zud vat, met perak en deus eñ
Choazet ’vel-se ur c’hraou ’vit diskenn eus an neñv.
 
RUBEN
N[e] ouzomp ket, Aotroù… ’Vit diskenn deomp marse
E t’leomp ni-mem’ andur ar baourentez
A galon vat hag hep tamall an Aotroù Doue.
 
AR GWALL-SPERED
Ho ! Gwelet a ran mat, graet hoc’h eus un huñvre.
Skarzhit-eñ eus ho penn, ma zud vat, kredit-me.
Doue ne c’hell ket diskenn war an douar-mañ ’vel-se.
 
RUBEN
Aotroù, torromp amañ ar parlant, mar karit*.    [W karet]
Gwell eo ganin selaou ar vouezh en deus komzet
En neñv kentoc’h ’vit holl ar re deut eus an douar.
 
Mont a ra kuit gant e vab.
 
AR GWALL-SPERED
Tan ruz ! Hep mont pelloc’h, kavet em eus ma far !