ar C’hentañ tra a weler

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Gwened, Lafolye frères, 1912
Evezhiadenn
Adaozet hon eus ar Brezhoneg Gwened diouzh doare KLT.
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    E Nazareth, e ti Jojeb ar c’halvez.
 
    AR GANERION
 Rorate, cœli desuper et nubes pluant Justum.
 
    UR C’HANOUR
     En amzer-hont, un arc’hael eus an neñv*    [W nean]
    A ziskennas en ur gêrig vihan,
        Nazareth er Galile.
 
    AR GANERION
         Gloar hag enor da Zoue !
 
    An tenneris a sav ha gwelet a reer an arc’hael Gabriel en e sav ha diraktañ ar Werc’hez en he sav ivez.
 
    GABRIEL
        Salud, Mari,
    An Aotroù Doue a zo ganeoc’h.
        Benniget ’oc’h
    A-dreist an holl gwragez.
Hag ar frouezh eus ho korf zo benniget ivez.
 
    AR GANERION
    O lilienn, boked hep par
    Plijet hoc’h eus da Zoue.
        N’en deus ket war an douar
War an douar, nag en neñv, o lilienn hep par,
        Netra ken kaer ’vel ’oc’h.
Gloar hag enor ha trugarez da Zoue.