En ho kavell

Joseph-Marie Le Bayon - en ho kavell
Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Dihunamb ! 01/1923 p. 8
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

En ho kavell e korn an tan,
Kouskit ma c’houadurig bihan.

tra litra-li tra li tra li tra li tra li tra li la.

An noz, er-maez, a zo teñval*,    [W tioél]
Kornal a ra kreñv an avel.

Serrit, sentus, ho taoulagad,
Tra ma vin diouzh ho luskennat.

Mar ne gouskit ket ’tro an noz,
Ho mamm a chomo hep repoz.

Ma c’hrouadurig, ma c’harantez,
Kouskit ken e vo deut an deiz.

Pa vo savet ar mintin sklêr,
Ar c’hôg a gano er rakkêr.

Eñ a gano « kokoriko »,
Hag ar splannder a zic’housko.

Splannder an heol war ar maezioù,
Bennozh Doue war ar c’havellioù.