Kentañ diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Roazhon, Francis Simon, 1907
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ul lanneg vras gant ur maen-hir en he c’hreiz. – Noz du-dall eo. – Klevet a reer ar binioù hag ar vombard o c’hoari evel pa vefent pell-kenañ. – An traoù a dremen da Veurzh al Lard diouzh an noz.

KENTAÑ DIVIZ

MAZE, goude bezañ graet div pe deir gwech an dro d’ar maen-hir en un horjellat.
Pe du ez in bremañ ?… A-zehoù ? A-gleiz ?… A-dreñv ? A-raok ? Div eur zo ma kerzhan el lanneg vras, satordallik… Div eur zo !… Hep kaout hent ebet da vont er-maez. Ha ! Va den, n’out ket gwall sonn ken war da zivesker ’meus aon. Al lagout a lonker a sav d’ar penn, ar chistr a ever a gouezh d’an treid. – Ur sac’had mat a chistr a gasan hiziv d’ar gêr, fidamdoustik !

Ba ! An Aotroù Doue en deus roet deomp avaloù er bloaz tremenet ken na dorre ar skourroù dindan o sammoù : pec’hed eo ober fae war an traoù mat a ro deomp hag, evidon-me da vihanañ, ne laoskin ket va lod da vont gant un all.

N’eus forzh, me ’garfe gouzout koulskoude e pe gorn eus al lanneg emaon bremañ. – Youc’hal a ra. Hola ! Hola !

N’eus den ebet war-dro aze ? Ma n’oc’h na bouzar, na mut, e c’hellit respont ac’hanon emichañs ! – Goude un ehan. Netra !… Noz du-dall ! Sorset ’on bet, mil gutes ! Sorset mat, hag e doare e vezo ret din kousket er-maez en noz-mañ.

Ha va faourkaezh Mari-Yann a zo du-hont o roc’hal hec’h-unan-penn ouzh va gortoz ! Va Doue, prenet am eus dezhi un « turlututu » hag unan brav evit na vezin ket re c’hourdrouzet ganti p’en em gavin er gêr, hag un tammig fars gwinizh e gasan ivez dezhi da c’hellout kaout an tañva eus ar meurlarjez mat a zo bet hiziv e ti va zonton kozh.

Che ! Me ’glev un tamm trouz… Youc’hal a ra. Petra ?

UR VOUEZH, o tont a bell
Netra.

MAZE, a bouez e benn
Petra ?

AR VOUEZH
Netra.

MAZE
Netra ! Netra ! Met komzit ’ta ! Mard oc’h un den komzit brezhoneg, mard oc’h un diaoul komzit galleg, met lavarit din e pelec’h emañ an hent a ya eus al lanneg-mañ d’ar Genkiz. Me ’baeo deoc’h ur chopinad eus va hini gwellañ er wech kentañ ma tremenoc’h hebiou da’m zi. – Komzit ’ta ; daoust din da vezañ mezv ne c’houlennan ket chom da dremen an noz e kambr ar stered. Ha mard oc’h kollet hoc’h-unan, me ’ziskouezo deoc’h hoc’h hent ivez. Deuit ’ta ! Deuit ’ta !

Kouezhañ a ra war e grabanoù.

Deuit en anv Doue da ziskouez e hent d’ur paourkaezh mezvier dianket ! Me ’glev ac’hanoc’h mat a-walc’h o fistoulat a-dre kein ar c’harzh. Mil gutes ! Piv zo aze ?