Pevare pennad

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Skrigneg, Feiz ha Breizh, eost 1939
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

YANNIG o lammat diwar an daol
Gwazh a se d’al lavreg, mab ar sec’h, gwazh a se. Ne labourin ket ken, ne labourin ket ken. Serrit ar prenestr, serrit an nor, stouvit ar siminal. Va Doue, va Doue, va sikourit, va sikourit, Itron Varia Grenenan… Nann, nann, nann, nann !

Mont a ra dindan an daol.

Santez Barba, mamm an tri roue, pedit evidomp, pedit evidomp !… Che ! Ne glevan ket mui netra ! Brr ! Brr !… Va Doue, va Doue, setu eñ o strakal adarre.

Kanañ a ra :

    Santez Barba venniget,
    Skoazell an dud aonik,
    Deu’t da’m salviñ, me ho ped,
    Pa n’on ket marv-mik…

Ne darzh ket mui, evelato, a gav din.
Santez Anna venniget, setu eñ c’hoazh !

Ar gurun a’m lazho…
Sur ma na’m diwallit ket.
Sur a-walc’h a’m lazho ; ar vugale-se o devoa gwelet a-walc’h ar seblant eus an dra-mañ, pa welent va fri ken du hag ul liñsel gañv.
Hag al lavreg-se n’eo ket echu !… Ur skoed nebeutoc’h da’m heritourien.

O skrabat e benn

Asa ’ta mat ! Asa ’ta mat, perak ’on-me deuet amañ hiziv da vezañ lazhet gant ar gurun !