IV Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Lorient, Le Bayon-Roger, vers 1912
Remarques
Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Kae, Kristol, ha deus buan en-dro ! En etretant,
Me ’ouezo-me kavout an trezol a glaskan.

Ur c’hozh tamm paper-parch en e zaouarn.

O paper benniget ! Paper talvoudusoc’h
’Vit relegoù ne vern pezh sant, yaouank pe gozh,
Deu’t ma’z ho kwelin c’hoazh, deuit ma bokin c’hoazh deoc’h.
Lennomp c’hoazh an traoù kaer a zo merket warnoc’h.
« Piv bennak a gavo ar paper-mañ un deiz
Mar en deus ’vit ar sent doujañs ha karantez,
E c’hello mont, noz kent pardon Sant Gwenole,
D’ar c’hoad a zo war-dreñv chapelig ar sant-se.
Kavout a ray eno ur feunteun gozh, etre
Div dervenn vras a vo marse kouezhet neuze.
Kuzhet em eus holl ma madoù en tachad-se,
Diouzh troad ar maen hirañ a sav a-benn d’al laez.
Plijit gantañ pourve’iñ d’ar sant an trezol-se,
Mar venn bevañ e peoc’h gant ar sant ha gant Doue.

En ur plegiñ ar paper kent hel lakaat en e jalgaot.

Graet e vo, ma c’haezh den, hervez ho polontez.
Klaskomp da gentañ p’end’ an trezol… ha goude,
Ni a welo !… Merket eo c’hoazh penaos emañ
Rekis, ouzhpenn, ’vit her c’havout, ober tri tra :
« Ober war ar feunteun sin ar groaz a rekin,
Kemer dour, ha monet, ar bannoù en daoulin,
Da deurel, dre deir gwech, an dour-se benniget
Diouzh diaraok ar maen hirañ, en ur lâret :
          Distroit d’un tu pe d’an tu ’rall,
          Pe c’hoari a reomp bazhig-dall.”

En un ober ar pezh a lâr.

Greomp atav sin ar groaz war ar feunteun !… ’Vel-se !
Kemeromp dour ! Ha ! Ha ! Malinbrek, don mat eo !
Setu. – Deuomp d’ar maenhir bremañ… Taolomp an dour*.  [ = W deur] 

En ul lâret ar pezh a zo ret…

          Distroit d’un tu pe d’an tu ’rall,
                                                                  Pe…

Un tarzh gurun hel lak da vonet kuit en ur vlejal.

                                                                           Ha ! Maleur !