III Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Lorient, Le Bayon-Roger, vers 1912
Remarques
Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

ALANIG o tisoc’h en-dro
Ahañ, setu aze un aotroù ! Ma debriñ
A rafe sur er-walc’h kriz-poazh, hep trelonkiñ !
Trugarez Doue, e oa ma bazh souezhus ganin,
Bazh ar sant ; ha ganti n’em eus ket bet ’met skeiñ
Ar maen ’vit her gwelet diouzh ’n em zigor kentizh*  [W kentezh] 
Hag ober en e greiz ul lec’h ’vidon a-bezh.

AR SORSER a-bell
Tostaat a reomp ! Tostaat a reomp !

ALANIG
                                                                Piv a z-a c’hoazh
Du-hont… D’ober em bo c’hoazh ur wech a ma bazh.
Setu ar sorser bras hag e vevel… Maenhir,
’N em zigorit, nag e vefec’h kalet ’vel dir.

’N em guzh a ra er maenhir evel tuchant kent.

AR SORSER
Amañ eo… Ne welez ket hini war an dro ?
[Lâr din*]    (Il s’agit d’une simple suggestion car le début du vers manque)

KRISTOL, ur sac’h war e skoaz kleiz, ur bigell war e skoaz dehoù
                Nann, den ebet : un dezerzh eo er vro
D’an eur-mañ hag en noz.

AR SORSER
                                                Dek eur eo ?

KRISTOL
                                                                         Ya, unnek
Pe kreiznoz !… Mar n’en deo ket un euzh*…  [W èh]

AR SORSER
                                                                                 Serr da veg,
Barboter : ne ’teus ket soñj em eus grataet dit*,  [W dis] 
Mar sentez mat diouzhin ur skoed muioc’h pep miz ?

KRISTOL
Ha botoù ?

AR SORSER
                    Ha botoù.

KRISTOL
                                       Hag ur yalc’h da lakaat
Ma moneiz ?

AR SORSER
                        Ur yalc’h.

KRISTOL
                                          Hag un tog voulouzet mat ?

AR SORSER
Un tog ivez ; met klev, Kristol, ’vit o gounit,
Rekis eo, hep ’n em glemm pe gourdrouz, me heuli
Betek ar penn.

KRISTOL
                           Betek ar marv mar be rekis !

AR SORSER
Mat, Kristol.

KRISTOL a-gostez
                       Treuzet eo ma lavreg gant ar c’hwez*  [W c’hwiz] 
A red a dapennoù yen-sklas war ma gar’genn*.  [garegenn]

AR SORSER
Krenañ a rez ?

KRISTOL
                          Pas, sur.

AR SORSER
                                          N’en domp ket c’hoazh er penn.
Degouezhet ’omp newazh en tachad a glasken.

En ur sellet en-dro dezhañ.

Ar meinhir, ar feunteun, a bep tu un dervenn,
Bez eo amañ, Kristol, un trezol* bras kuzhet.  [KLT teñzor] 
Un den, setu kent pell tri c’hant vloaz tremenet,
En deus douaret amañ, kent mervel, e zanvez.

KRISTOL
Gwell ’vefe bet dezhañ her gouarn d’e vugale.

AR SORSER
Setu petra am eus lennet el leorioù kozh.

KRISTOL
Malinbrek, n’en deus ket un den abil ’veldoc’h
Er bed a-bezh, ar mestr.

AR SORSER
                                            M’her c’hred ivez, Kristol.

KRISTOL
Abiloc’h ’vit ar pap !

AR SORSER
                                     Ya, hep bout bet er skol,
Setu perak p’en deo ken abil-se un den,
Pa c’hell gouzout, hep bout bet skolaet, skriv ha lenn,
Skriv latin ha galleg, lenn a-dres hag a-hed,
Gouzout ar pezh a lâr, en o c’han, an evned,
Ober droug, hep truez, ha lakaat, hep glac’har,
Ar c’hlañvedoù da gouezh war an hini a gar ;
Pa c’hell gwellaat ivez an dud hag al loened
Gant al louzoù a gerc’h diouzh sklêrder ar stered ;
Pa c’hell un den gouzout hag ober kement-se,
Ne gredez ket, Kristol, penaos, e gwirionez,
An den-se n’en deus ket a-dreist dezhañ ’met Doue ?

KRISTOL
Gev, sur er-walc’h, ar mestr… Doue hag an diaoul marse.

AR SORSER
Pas, Doue hepken : an diaoul a sent dioutañ ivez.
Ahañ, klev mat, Kristol, me zo-me an den-se.

KRISTOL
Sellit ’ta ! N’her gouien ket c’hoazh… Kentañ doare !

AR SORSER a-gostez
Peseurt amoed !

Uhel

                               Newazh, setu ouzhpenn tri bloaz*  [W blê] 
E gwelez an traoù kaer ha burzhudus a ran :
Ma mirakloù souezhus ’vel re ar sent brashañ,
Ar gaezh tud o tonet da ma zi a vandenn
Da glask sikour diouzh an droug-dent, diouzh an droug-penn,
Diouzh ar gwentr, ar veskoul, an darvoued, ar berioù,
Diouzh an drev, an derzhienn… diouzh pep seurt klañvedoù.
Ne ’teus ket int gwelet o tonet noz ha deiz
Da c’houlenn gant da vestr reiñ ar yec’hed dezhe ?

KRISTOL
Gev sur, ar mestr, gev sur, met bihanaat a reont*.  [W rant]

AR SORSER
Ya, Kristol, bihanaat a reont a-gaoz d’ar sant.

KRISTOL
Ar sant ?

AR SORSER
                 Ya, sur er-walc’h, ar sant… Sant Gwenole !

KRISTOL a-gostez
Patron ma mamm, pedit ’vidomp !

Kreñv

                                                                Ur sant bras eo
Hag a gav’fe din ur vaouez, pa gar’fe.

AR SORSER
Bras pe bihan, Kristol, ur sant ne zlefe ket
Dont da ober jen d’ar gaezh tud e mod ebet.

KRISTOL
Kement-se ne zlefe ket bout, sur er-walc’h eo.

AR SORSER
Setu petra newazh a ra Sant Gwenole
A-dal an deiz m’en deus ’n em lakaet da ober
Mirakloù, eñ a ra jen din e m[a] micher.
Jen bras : ne z-a ket mui hini da ma c’havout*.  [W c’havouid] 
Rekis eo din newazh gounit ivez ma boued*.  [W bouid]

KRISTOL
Kement-se a zo gwir, ar mestr.

AR SORSER
                                                        Holl ar re klañv,
Holl ar re mac’hagnet a y-a d’her c’havout eñ.
Int a bed un nebeud dirak e relegoù,
A vok dezhe ur wech, div wech hag, hep louzoù,
Hep dramm ebet, setu int gwellaet hag aesaet.
Relegoù brein !… Perak, Kristol, n’en dout ket aet
D’o c’hlask din, tra ma’z oe digor dor ar chapel ?

KRISTOL
Petra ? Lakaat ma dorn war un dra ken santel ?

AR SORSER
Mar karez hen ober c’hoazh bremañ, sell, Kristol,
Sell pegen mat ’on-me ! Ar c’hard eus an trezol*  [KLT teñzor] 
A zo kuzhet amañ a vo dit, ha ’vel-se
Te ’c’hello dimeziñ hervez da volontez.

KRISTOL
Kavet em eus ar verc’h, ne vank ’met an arc’hant.

AR SORSER
M’her c’hinnig dit.

KRISTOL
                                  Ya, met…

AR SORSER
                                                     Ya, ’met petra ?

KRISTOL
                                                                                  Ar sant !

AR SORSER
Ar c’hard eus an trezol* a vo gouarnet dezhañ :  [KLT teñzor] 
Muioc’h ’vit ne serro warc’hoazh en e bardon !

KRISTOL
Warc’hoazh eo, sur er-walc’h, ar pardon bras !

AR SORSER
                                                                                     Ahañ ?
Petra a lârez-te, Kristol, ya pe pas ?

KRISTOL
                                                                 Ya.

AR SORSER
Mat… Rekis eo monet a-benn bet’ ar chapel.
Mard eo serret an nor, te ’gemero ur skeul,
Te ’dorro ar werenn hag ur prenestr…

KRISTOL
                                                                       Me ’wel
Penaos ober, ar mestr… N’en deo ket gwall uhel
Ar prenistri ha me ’grap mat ’vel ur c’hazh-koad.

AR SORSER
Kae enta ; m’da c’hortoz amañ, e-kreiz ar c’hoad.

KRISTOL
Mat. – Ne c’hortozoc’h ket gwall pell.

AR SORSER
                                                                     Ar relegoù
A zo en ur charke bihan a du-zehoù.

KRISTOL
Me ’oar er-walc’h !

AR SORSER
                                  Ne rez ket trouz !

KRISTOL
                                                                 Ne grenit ket ;
An neb a me ’zapo n’en deo ket c’hoazh ganet.

Mont a ra kuit.