II Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Lorient, Le Bayon-Roger, vers 1912
Remarques
Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

AR BLEIZ-GARV, a-bell
Ha ! Ha ! Ha ! Unan din ! Unan din !

ALANIG
                                                                    O ma Doue.
Petra zo ? Peseurt mouezh ! Sur er-walc’h an diaoul eo !
Tec’homp buan ! E-men* kuzh ? O ma Doue ! Ha ! Setu !  [KLT pelec’h] 
War-dreñv ar maenhir-mañ…

Ar maenhir ’n em zigor hag Alanig a guzh a-barzh.

AR BLEIZ-GARV o tisoc’h
                                                       Ha ! ha ! Mil maleurioù* !    [W malèhru !]

Che !… Hini ! Tra souezhus ! Ma divskouarn newazh
N’en deus ket bourboutet !… Hini, nann, pas ur c’hazh.
Kousket e oan ; klevet em eus kaniñ ; ur vouezh
Biskoazh bravoc’h, ken sklêr ’vel ar glizh-noz a gouezh,
A dapennoù pounner, war ma gwele raden
Da vintin ; ur vouezh flour, fidamdoustik ; ma fenn
A zasson c’hoazh ganti : ar c’hoad[, al lann] hag holl an traoù
En deus ’n em c’hraet didrouz ha skañv ’vit he selaou.
Newazh, kounnaret ’on : hini n’en deus an droed*  [KLT gwir] 
Da seniñ er c’hoad-mañ p’en don-me o kousket.

Kanañ a ra.

    Tra ma splann an heol war an douar
    D’an holl er c’hoad hag el lannoù !
    Tra ma splann an heol war an douar
    Digor kaer ’int da neb a gar
    Lâret enne o sonennoù.
        Met da noz, ha ! da noz
    War-lerc’h m’en deo sonet kreiznoz,
        Me eo ar mestr, ar roue.
    Mar ma zennit a ma repoz,
    Glac’har-se deoc’h, ya, glac’har-se.
    War-lerc’h m’en deo sonet kreiznoz,
        Me eo ar mestr, ar roue.

En ur gomz

    Ne vern piv eo en deus kanet
    Hag o kaniñ me digousket,
        M’her flastr’fe
    Gant unan eus ar mein bras-se
        P’n’em gav’fe
    Da m[a] digousk c’hoazh kent an deiz.
    C’hoant am eus da gig bugale.
    Sec’hed am eus d’o gwad ivez !

Mont a ra kuit en ur ganañ evel uheloc’h.