I Diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
An Oriant, Le Bayon-Roger, war-dro 1912
Evezhiadenn
Adaozet hon eus ar Brezhoneg Gwened diouzh doare KLT.
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Pa sav an tenneris, gwelet a reer Alanig kousket diouzh troad ur c’hwezenn ha Sant Gwenole, gwenn-kann en e zilhad manac’h, o reiñ dezhañ ur vazh, en ul lâret :

SANT GWENOLE
Alanig, da glevet em eus diouzh ma fedenn,
Du-hont, e m[a] chapel, ha plijet ac’h eus din.
Setu perak, ’vit ’n em zifenn diouzh ar bleiz-garv
A strew er c’hoadoù-mañ an drougoù hag ar marv,
Me ’venn reiñ dit ur vazh, bazh souezhus hag a ra
Ar gurun, al luc’hed, an tan ha kement tra
A c’houlenner ganti a ma ferzh… Kenavo !
Me zo Sant Gwenole : ma bazh da waranto.

Mont a ra kuit.

ALANIG a zigousk
Che !… E-men* eo ’on-me ? Ha ! Soñj am eus : setu  [KLT pelec’h] 
Ar c’hoad, al lann du-hont, ar meinhir-mañ ken du
P’o gronn e teñvalded… Noz eo, noz dall ; al loar*  [W loer] 
N’en deus ket c’hoazh taolet war an douar he sklêrder.
Kousket em eus re bell ! Ha ! Peseurt huñvre kaer
Am eus-me graet ! Un den a gav’fe ken berr
Ar vuhez, pa vefe karget a sorc’hennoù* !  [W sorchenneu] 
Tremen a raen en ur park gwinizh du e bleuñv*.  [W bleu] 
Me ’welas, en e sav diragon, ur manac’h
Gwenn eus ar penn d’an treid, hag a r[e]as din ur vazh.
Ar vazh-mañ a zalc’han e m[a] dorn : « Dalc’h, goulenn
Ganti ar pezh a zo ret dit ’vit ’n em zifenn
Ne vern diouzh pezh dañjer, hi her ray dit a-benn. »
Setu petra a lâre din ar manac’h gwenn.
Aet eo kuit, met ar vazh ganin a zo chomet.
Ne vern pegen fall eo ar bleiz-garv, n’em eus ket
Aon anezhañ bremañ ! Hag a-du-’rall, piv ’oar*  [W c’houi] 
Mard eus hepken bleiz-garv ebet e koad Bizhui ?

Kanañ a ra :

        Ohe, bleiz-garv, ohe !
    Mard eo ho soñj gouarn ho puhez,
    Na savit ket a-raok an deiz,
    Rak n’em eus ket aon a’noc’h, me !
        Ohe, bleiz-garv, ohe !