X Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Lorient, Le Bayon-Roger, vers 1912
Remarques
Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

AR BLEIZ-GARV, en ur ganañ
          Piv eo hennezh
          A zo hardizh*,  [W hardezh] 
    Hardizh er-walc’h ’vit ma galviñ,
    Galviñ ar Bleiz-garv hep kreniñ ?

ALANIG en ur gomz
Me.

AR BLEIZ-GARV
       Te, paourkaezh !

ALANIG
                                     Paourkaezh !… Ken kreñv ’veldout p’en deo
Ma bazh ganin ha ma pedan Sant Gwenole
Da ziskenn e-talon ’vit me difenn.

AR BLEIZ-GARV
                                                              Ha ! Ha !
Na peseurt chañs ! N’em eus mui ’met tec’h enta
Ha lakaat ar mor bras etrezomp hon-daou ?

ALANIG
                                                                                Ya.
Tra ma karin, me eo e vo ar mestr ar c’hoad-mañ.

AR BLEIZ-GARV
Gwelet a rimp tuchant, marmous. En etretant,
Ped Doue, mar plij ganit, ’vit ar wech diwezhañ.

ALANIG, war e zaoulin a gan
    Sant Gwenole, Sant Gwenole,
    Dirak ar Bleiz-Garv setu me.
    Dre ar vertu eus ar vazh glas
    En deus spontet ar sorser bras,
    Plijit ganeoc’h faezhañ ivez
    Ar Bleiz-Garv, Sant Gwenole.

Gwelet a reer ar Sant gwenn-kann, a-dreist ar c’hogus. Alanig a gouezh en-dro war e zaoulin, ar Bleiz-Garv a gouezh a-dre-gil. Kleviñ a reer.

AR GANERION
    Setu ar sant !

AR SANT
                            Ya, setu me.

AR GANERION
      Setu ar sant, Sant Gwenole.
          Ne vo ket mui
      Mestr ar Bleiz-Garv e koad Bizhui.

AR BLEIZ-GARV
    Dont a ra ar splannder gantañ.
    Plegiñ a zo ret diraktañ.

Mont a ra kuit.

AR GANERION
Setu ar sant !

AR SANT
                        Ya, setu me.

AR GANERION
    Setu ar sant, Sant Gwenole.

AR SANT a gomz
    E-tal ar maen-se n’en deus ket
    Mui a werz zo trezol ebet.
    An dud en deus hen dizouaret.
    Met an trezol a c’houarnan-me
    Diouzh bleiz euzhus ar fallentez
    A zo anaon ar vugale.

     AR GANERION
    E pep amzer, plijit gant Doue
    Ma vo gouarnet an trezol-se.

                        Bignan, an 15 a c’hwevrer 1912

                                               J. LE BAYON