Pedenn

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Dihunamb
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
1923, p. 122 – Poème écrit en KLT
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Doue, c’hwi ma Zad eus an Neñv,
War benn va daoulin me ho ped ;
Ma diwallit eus ar pec’hed,
’Vit ma chomo glan ma ene ;
Roit ar peoc’h da Vreizh-Izel,
Kreñvit-he e-kreiz ar brezel ;
Na laoskit ket en tan garv
Ma c’herent ha ma zud marv ;
Gouarnit ivez war an douar
Holl, ar re-se a zo kar din ;
Pellit eus a’ne ar glac’har,
Hag, hep tavañ biskoazh pediñ,
Me ’gane deoc’h war ma zelenn
« Doue, trugarez da Viken ! »