ar Mor
da C’hlanmor
Kan un emzivad
Me da gar, o mor don,
A yud evel ul lon* [loen]
Pa c’hwezh ar gorventenn !
Pa welan da c’hoummoù
O tered a-dammoù
War-zu da’m enezenn !
Me ’gar da huanadenn
O tont war an aezhenn
Betek va gwele kloz,
Hag ar soñjoù seder
A ganez er pellder
E sioulder kuñv an noz.
Hag ivez, d’ar c’hreisteiz
Me ’wel gant karantez
An heol sklêrijennus
Eus ar oabrenn ledan
O taol e sklêrder tan
War da zour didrouzus.
Me da gar, o mor glas !...
Koulskoude, anken bras
’Teus lakeet em c’halon :
Meur a va zud karet
Ganez zo bet skrapet
Hag a hun ’n e zour don.
Pelec’h emaint, holl va zud
’Teus-te lonket hep brud
Gant da veg didruez ?
Siwazh ! Du-se, er maez,
Baleet hep diwezh,
’Maont e lec’h ’oar Doue !
Ha me glevfe bremañ,
Gant va mouezh ar c’hreñvañ
Da villigañ bepred !
Hogen n’hellan, da vat,
Pa’z kwelan* o lipat [W ha welan]
Reier m’enez karet.
Me da gar, me da gar !
Gwazh-se ’vit ma glac’har,
Ma c’hreiz, tav da hirvoud !
Dit ma c’halon, o mor !
Ha, mar kuitan Arvor,
Mervel a rin hepdout !