D’an Aotroù Brizeux, barzh breton ha gall

  Arvor, a-gent bro ar barzhed,
Allaz ! Mui n’he doe barzh ebet !
An eostig, d’an amzer nevez,
Pep bloaz, er c’hoadoù, a gane.
– Ah ! Kan atav, kan dous eostig !
Ar barzhed mui ne sonont grik !
– Da gala-goañv, an aodoù
A hude gant an houlennoù.
– Sko ar c’herreg, sko, mor atav,
E vouezh mui barzh ebet ne sav !
– Bete-bremañ, ma broig baour,
Seniñ a rae da delenn aour.
Tud fall en deus taolet er mor,
A dammoù, telenn an Arvor,
Ha degaset o deus un all,
Un delenn pri eus ar vro gall.
– Da zilhad du, ma bro, kemer,
Warnout deut eo ar gwall amzer !
Mervel a ra ar brezhoneg,
Allaz ! Lazhet dre ar galleg !
– Un den yaouank a dremene,
Hag e galon leun a dristezh,
A dremene e-tal ar mor,
En ur ouelañ war e Arvor !
– Kaviñ a ra (na pezh boneur !)
Telenn Arvor, an delenn aour* !    [W eur] 
– ’Vit sec’hiñ hon daeroù, un ael
A dennas an delenn santel,
He zennas eus an houlennoù,
He grouas a-bezh gant he zammoù !
– Den yaouank, petra a ri-te
Gant da delenn, da garantez ?
– E galon gant joa a faoutas ;
Eus e galon e kemeras,
E kemeras mar-a-nerzhenn*    [kerden ?] 
Hag o stagas war an delenn.
Seniñ a ra : ni vo bepred,
Bepred Bretoned, tud kalet !

– An dasson a respont : bepred,
Bepred e vefemp Bretoned !
– Seniñ a ra : ar brezhoneg,
Atav, ma bro, ’vo da brezeg !
– Tro-ha-tro ur vouezh vras a sav :
Ar brezhoneg atav, atav !
– Eñ a son : Dreist an holl vadoù,
Karomp ar C’hrist, Doue hon tadoù.

– Ur vouezh a sav, ’vel mouezh ar mor :
Ar C’hrist atav, Doue an Arvor !